article

Yezhoù ar bed | Yezhoù Europa | Yezhoù slavek | Republik Tchek | Yezhoù Republik Tchek | Yezhoù Slovakia | Yezhoù Aostria

TchekegIndez-europat
 Slaveg
  Slaveg ar c’hornôg
   Tcheko-Slovakeg
    Tchekeg

-

-
Komzet e: Republik Tchek, Slovakia, Aostria ha broioù all zo
-
Niver a yezherien: 12 milion
-
Renkadur: 73
-
Familh yezh:
-
Statud ofisiel
-
Yezh ofisiel : Republik Tchek, Unaniezh Europa
-
Akademiezh: Akademie věd,
Ústav pro jazyk český

-
Kod
-
ISO 639-1: cs
-
ISO 639-2(B): cze
-
ISO 639-2(T): ces
-
ISO/DIS 639-3(T): ces
-
SIL: czc

An tchekeg (tchekeg: Čeština) zo ur yezh indez-europat eus skourr yezhoù slavek ar c'hornôg. Komzet e vez gant tost da 12 milion a dud er Republik Tchek (e-lec'h ma 'z eo ar yezh stad), e Slovakia, en Aostria (e-lec'h ma 'z eo anavezet gant ar stad) ha gant Tcheked divroet er bed a-bezh. Abaoe 2004 ez eo an Tchekeg unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. Kar eo d'ar Slovakeg betek ma n'eo ket diaes da slovakegerien ha tchekegerien en em gompren an eil egile.

Levezonet en deus an tchekeg rannyezhoù alamanek zo, dreist-holl ar Vienneg, war dachennoù ar c'heriaoueg hag ar c'hevreadurezh.

Rannyezhoù


Teir rannyezh a zo: hini Bohemia, hini Moravia hag al Lac'heg (lašský jazyk) komzet e rannvro Těšín.

Fonologiezh ha lizherenneg


Grafemennoù ha fonemennoù an tchekeg:
A aÁ áB bC cČ čD dĎ ďE eÉ éĚ ěF f
G gH hCh chI iÍ íJ jK kL lM mN nŇ ň
O oÓ óP pQ qR rŘ řS sŠ šT tŤ ť 
 
U uÚ úŮ ůV vW wX xY yÝ ýZ zŽ ž 
 

Brudet eo an tchekeg evit e c'herioù hep vogalenn ebet evel blb ("genaoueg") ha krk ("gouzoug"). Ret eo anzav e c'hell ar c'hensonennoù /l/ ha /r/ bezañ implijet evel vogalennoù, ha neuze n'eo ket ar gerioù-mañ hep vogalennoù pa vo lavaret mat.

Ur frazenn vrudet: Strč prst skrz krk!("Laka da viz ez korzailhenn!")

War ar silabenn gentañ emañ an taol-mouezh e tchekeg, ha hed ar vogalennoù a zo distag dioutañ, evel en anv Jiří * ("Jord").

Liammoù diavaez


Tsjeggies | لغة تشيكية | Checu | Чешки език | Txec | Čeština | Tjekkisk (sprog) | Tschechische Sprache | Τσεχική γλώσσα | Czech language | Ĉeĥa lingvo | Idioma checo | Tšehhi keel | Tšekin kieli | Tchèque | Lingua checa | צ'כית | Češki jezik | Cseh nyelv | Չեխերեն | Bahasa Ceko | Tékkneska | Lingua ceca | チェコ語 | ჩეხური ენა | 체코어 | Chekek | Lingua Bohemica | Tsjechisch | Čekų kalba | Čehu valoda | Bahasa Czech | Tsjechisch | Tsjekkisk språk | Chèc | Język czeski | Língua tcheca | Limba cehă | Чешский язык | Čeahkagiella | Czech language | Čeština | Češčina | Чешки језик | Tjeckiska | Çekçe | چېخ تىلى | Tiếng Séc | Tcheke | 捷克语

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Tchekeg".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld