article

yezhoniezh

Ez-ledan e c'heller lâret ez eo ar yezhoniezh studi yezhoù mab-den.

Deskrivañ en un doare objektivel ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù dres ma vezont implijet gant an dud hep en em soursial da varnañ hag-eñ ez eo 'mat' pe 'fall' an implijoù-se eo pal kentañ ar skiant ar yezhoniezh a-vremañ.

Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu, a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe ger gant an dud.

Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-mañ:

yezhoniezh sinkronel pe yezhoniezh diakronel:gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh diakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer.Hiziv an deiz, an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel a denn d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ.

yezhoniezh teorikel ha yezhoniezh pleustrek:ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da deskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji yezh. Hiziv an deiz, meur a dachenn bleustrek a denn dreist-holl da implij an urzhiataerezh, da skwer an treiñ dre urzhiataer. D'o zro, ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek a degasas ganti doareoù nevez da gompren ar gevreadurezh pe ar semantik gant un diazez matematik resisoc'h.

yezhoniezh kenarroudel ha yezhoniezh dizalc'h:Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh (yezhoniezh kevredel pe 'sokialyezhoniezh'); penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh dizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.

Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud


Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h:

fonetik: studi ar sonioù a vezont implijet e yezhoù ar bed;

fonologiezh: studi mont-en-dro sonioù ur yezh;

morfologiezh: studi an doare da sevel gerioù, da skwer implij ar rakgerioù, al lost-gerioù hag ar gerioù kevrennek;

kevreadurezh: ('sintaks') studi ar frazennadur, d.e. an doare da sevel frazennoù reizh;
semantik: studi ster ar gerioù (semantik gerva) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer;

pramatik: studi implij pleustrek ar yezh gant an dud en o darempredoù

yezhoniezh istorel: studi al liammoù etre ar yezhoù dre dielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer;

yezhoniezh tipologel: studi ar familhoù-yezh hervez ar perzhioù boutin kenetreze;

stiloniezh: studi stiloù implij ar yezhoù

Taalwetenskappe | Lingüística | لسانيات | Llingüística | Мовазнаўства | Езикознание | ভাষাতত্ত্ব | Lingüística | Linggwistiks | Linguistica | Lingvistika | Lingwistika | Лингвистика | Ieithyddiaeth | Sprogforskning | Sprachwissenschaft | Γλωσσολογία | Linguistics | Lingvistiko | Lingüística | Keeleteadus | Hizkuntzalaritza | زبانشناسی | Kielitiede | Keeletiidüs | Linguistique | Lenghistiche | Taalkunde | Teangeolaíocht | Lingüística | בלשנות | भाषाविज्ञान | Jezikoslovlje | Nyelvészet | Linguistica | Linguistik | Linguistica | Linguistiko | Málvísindi | Linguistica | 言語学 | ენათმეცნიერება | 언어학 | Zimannasî | Scyens Yeth | Linguistica | Linguistika | Sproochwëssenschaft | Taalweitesjap | Kalbotyra | Valodniecība | Лингвистика | Лингвистикэ | Lingwistika | Tlahtolmatiliztli | Spraakwetenschop | Taalkunde | Lingvistikk | Lingvistikk | Æвзагзонынад | Językoznawstwo | Lingüística | Lingvistică | Лингвистика | Linguìstica | Linguìstica | Lingueistics | Jezikoslovlje | Linguistics | Jazykoveda | Jezikoslovje | Лингвистика | Linguistik | Lingvistik | Maarifa ya lugha | மொழியியல் | ภาษาศาสตร์ | Linggwistika | Dil bilimi | Tel beleme | Мовознавство | لسانيات | Łenguisdega | Ngôn ngữ học | 语言学 | Gí-giân-ha̍k

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Yezhoniezh".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld