Ur yezh sintezel (saoz. synthetic language) a zo ur yezh renket hervez he doare morfologiezh (Gw. Renkadur hervez ar vorfologiezh) ganti meur a vorfemenn e pep ger well-wazh. Ur pennad rummad morfologel eo ar sintezelezh, ennañ isrummadoù ispisial evel ar yezhoù liessintezel.
Dre vras, met n'eo ket dre ret, e klot seurt yezhoù gant an doare ma vez implijet ar morfemennoù en ur yezh resis bennaket, d.s. peurliesañ e vez sintezel ur yezh daspegel.
Yezhoù sintezel ha yezhoù dezrannel
Alies e vez keñveriet ar yezhoù sintezel gant ar
yezhoù dezrannel, met ret eo goût ez eo kentoc'h un heuliad (pe
continuum) o vont diouzh ar re
liesssintezel pe
oligosintezel diouzh un tu d'ar re dezrannel diouzh an tu all. Etre an daou benn e vefe neuze ar re sintezel.
Skwerioù
Meur a yezh sintezel a zo er bed holl, ha sintezel eo ivez an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa. Setu un nebeut skwerioù: ar
yezhoù indez-europek evel an
alamaneg hag ar
rusianeg; tost d'an holl
yezhoù altaek (en o zouez an
turkeg, ar
mongoleg hag ar
yezhoù toungousek); ar
yezhoù ouralek (en o zouez ar
finneg, an
estoneg hag ar
hungareg); ar
japaneg, ar
c'horeaneg; meur a yezh genidik eus Amerika evel an
navac'hoeg, an
nahuatl hag ar
yezhoù irokwoyek (en o zouez ar
mohawkeg hag ar
c'hetchwaeg ("runasimi").
Doareoù an sintezelezh
Meur a doare zo da lakaat e pleustr ar sintezelezh en ur yezh :
Kevrennadur sintezel
Savet e vez
gerioù kevrennek hir a-walc'h war diazez
morfemennoù a bep seurt, da skwer
verboù,
anvioù-kadarn,
kengerioù, hag all:
- alamaneg: Luftkissenfahrzeug "aer-torchenn-beaj-mekanik" = "bag risklañ dre aer" (galleg: aeroglisseur)
- japaneg: teishaeki "a-sav-karr-porzh" = "lec'h ma chom a-sav an treñ" ("arsavva")
- finneg: pikakaurahiutaleannos "buan-kerc'h-malzenn-pladad" = "ur pladad yod-kerc'h graet buan-ha-buan"
Liammadur sintezel
(dieplegadur). Amañ e vez ouzhpennet
morfemennoù stag (ul
kenger) ouzh ur wrizienn (d.s.
ober > gwrizienn
(g)ra) evit merkañ perzhioù yezhoniel ur ger:
- nahuatl: ocaltizquiya "endeo-(he)-en-kibellañ-rafe" = "gwalc'het e vefe bet ganti"
- finneg: juokse·ntel·isi·n·ko·han "redet-da bep tu-rafe-me-goulenn-dibal" = "En em c'houlenn a ran hag-eñ e tlefen mont da redek un tammig e pep lec'h hep pal resis ebet"
Derezioù sintezelezh
Setu un nebeut skwerioù reis evit diskwel mont-en-dro an heuliad o vont d'ar yezhoù dezrannelañ diouzh un tu d'ar re sintezelañ d'an tu all:
Dezrannel rik
tahiteg:
Ua marere te manu na te ara = "Un
evn a nijas pell ac'han". Kazi pep ger a zo anezhañ ur
vorfemenn distag.
Damdezrannel
saozneg: "He travelled by sailboat" ("Beajiñ a reas gant ar
marc'h-du). Dre vras ez eo ar saozneg ur yezh techet war du an dezrannelezh met a-wechoù e sach ivez war-du an sintezelezh. Amañ, da skwer, ez eus Div vorfemenn er gerioù travelled
("beajet") travel
(gwrizienn verb) +ed
(lost-ger) ha steamtrain
(sail
"lien" ha boat'' "boat").
Damsintezel
japaneg:
Watashitachi ni totte, kono naku kodomo no shashin wa miseraregatai mono desu = "Evidimp ez eo diaezet diskwel ar poltridi-mañ enne bugale o leñval." Kazi pep ger a zo ennañ ouzhpenn ur vorfemenn hag en darn vrasañ anezhe ez eus kement ha 5 morfemenn.
Sintezel-tre
finneg:
Käyttäytyessään tottelemattomasti oppilas saa jälki-istuntoa = "Ma ne vez ket fur e vo kastizet ar studier." Kazi pep ger a zo ennañ meur a vorfemenn hag ur ger a zo liessintezel.
Liessintezel
mohawkeg:
Washakotya'tawitsherahetkvhta'se = "Kaset en devoe da ras he sae". Ger-ha-ger: "Gantañ e voe lakaet divalav eviti ar pezh e vez lakaet war ar c'horf"). Gant ur ger hepmuiken ez eo gouest ar yezh-mañ da lâret ar pezh a rankfe ur yezh nann-sintezel ober gant ur
frazenn a-bezh.
Oligosintezel
Un isrummad yezhoù sintezel ispisial e vefe ar re oligosintezel enne nebeut-tre a vorfemennoù en holl. Un deorienn an hini eo nemetken, ha n'eus bet kavet betek henn yezh ebet a c'hellfe bezañ renket evel ur
yezh oligosintezel.
Gwelet ivez:
Renkadur hervez ar vorfologiezh |
Yezh dezrannel
Yezh daspegel
Yezh liessintezel
yezhoniezh
Syntetický jazyk | Flektierender Sprachbau | Synthetic language | Langue synthétique | Syntetisk språk | Синтетический язык | Syntetiskt språk