article

| |

../.. | | | kantved | | | ../..

Bloavezhioù 900 | Bloavezhioù 910 | Bloavezhioù 920 | Bloavezhioù 930 | Bloavezhioù 940
Bloavezhioù 950 | Bloavezhioù 960 | Bloavezhioù 970 | Bloavezhioù 980 | Bloavezhioù 990


-
901 902 903 904 905 906 907 908 909 910
-
911 912 913 914 915 916 917 918 919 920
-
921 922 923 924 925 926 927 928 929 930
-
931 932 933 934 935 936 937 938 939 940
-
941 942 943 944 945 946 947 948 949 950
-
951 952 953 954 955 956 957 958 959 960
-
961 962 963 964 965 966 967 968 969 970
-
971 972 973 974 975 976 977 978 979 980
-
981 982 983 984 985 986 987 988 989 990
-
991 992 993 994 995 996 997 998 999 1000

Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman


D'ar 901 e krog an kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1000.

Darvoudoù


Yogini Goddess from Tamil Nadu.jpg e Kaveripakkam e Stad Tamil Nadu, India, en kantved.]]

Afrika ar su

  • Sevenadurezh Koi-Koin (Hottentoted) testeniekaet e su Afrika.
    • Diazezet eo an armerzh anezho war an dastum.
  • Tamm-ha-tamm en em led ar Vantoued e kreisteiz Afrika.
    • Mestroniet eo metalerezh an houarn gant ar Vantoued. Difraostet e vo tiriadoù bras ganto ha kas a raint war-raok al labour-douar.
  • Menegiñ a ra an douaroniour arab Masoudi kêr Sofala, savet gant an Arabed e su ar Zambez daou gantved abretoc'h; stourmoù zo a-enep d'ar Wak-Wak, staliet e genoù al Limpopo.

Kornôg Afrika

  • Krouet Ife, kêr-benn relijiel ar Yoroubaed hag an Edoed, gant ar penn Odoudoua, alafin Oyo, tad d'ar seizh roue a vo rannet bro ar Yoroubaed etrezo goude e varv. Kurunennet eo ar roue (an alafin) zo o chom e Oyo, ar gêr-benn bolitikel, gant ar penn relijiel (Oni) zo staliet e Ife.
    • Poulzet gant enbroidi deuet eus an norzh eo krouet ar rouantelezhioù Yorouba, moarvat e bro Nok, kerkent hag er (Benin hag e mervent Nigeria a-vremañ).
    • Kontrollet eo korvoerezh pinvidigezhioù ar goadeg gant ur renkad dibabidi deuet war wel e kreizennoù Ife hag Igbo-Ukwu adal an . Kenwerzhañ a reont gant hanterourien afrikan eus ar Sahel hag eus ar savanennoù. Mont a ra ar goulenn evit produioù kaer ha prizius war-gresk. Dre-se ez a an artizaned war arbennikaat ha diorroet e vez teknikoù nevez. Deuet eus an hanternoz gant kouevr ar Sahara, e vez implijet an doare moullañ gant koar kollet evit an arem hag ar c'houevr.

Reter Afrika

Amerika

Azia Greiz

Gevred Aziat

Reter-nesañ & bed arab

  • Embannet dastumadeg ofisiel diwezhañ ha nemeti testennoù ar C'horan gant ar C'halifa abbasid. Diazezet eo bet an destenn ofisiel gant Ibn Mujahid, anezhañ un arbennigour war lennadennoù ar C'horan.
  • Sevel a ra tiernelezh ar Fatimided e reter Aljeria.

Europa ar C'hornôg

  • Deroù marevezh klouar ar Grennamzer
  • En em staliañ a ra bagadoù Vikinged e norzh Bro-C'hall - Dont a ra an Norsed da vezañ Normaned
  • 938 : Trec'h eo Alan Varvek war an Normaned en emgann Trañs, dieubet eo Breizh.
  • En em ledañ a ra levezon Sveden betek ar Mor Du.
  • Savet Cluny, kentañ urzh relijiel manac'hel kevreet
  • Argadegoù marc'heien Vagyar (Hungariz) dre kornôg Europa (47 argadeg en Alamagn, Italia ha Frañs, 899 - 970)
  • Kreñv eo bezañs Buzantiz e kreisteiz Italia. Dre-se e chom bras o levezon war Roma ha war ar babelezh e-pad hanterenn gentañ ar c'hantved. Darempredoù strizh zo gant ar Babelezh hag ar vrientinion gant Impalaerien ar reter. E-keit-se en em stumm en-dro aotrouniezhioù kozh Kapoua ha Benevento dindan beli tiernelezh Kapoua. Kudennek e teu da vezañ evit hollveli Buzantiz er c'horn-bro.
  • Deroù un emdroadur armerzhel en Italia. Daougementiñ a ra ar boblañs etre an hag ar . Kresk zo war poblañs ar c'hêrioù, kreñvaet c'hoazh gant an divaeziañ. War ar maez e tegas d'e heul ar c'hresk war an niver a dud muioc'h a zifraost ha strujadur an takadoù arvorel beuzadus (dourañ ha kanoliañ traoñienn ar , digoadañ ha savidigezh savennoù er broioù tosennek. Sevel a ra priz an douar (daougementet eo e trowardroioù Milan war dreuzoù an kantved), evel hini an danvezioù gounezet. Gras da gresk ar boblañs e c'hall ar c'hêrioù tapout ur pouez politikel brasoc'h. War ziorren ez a ar c'henwerzh, ken a-dost (greun, gwin, artizanerezh) hag a-bell (produioù fin) ha, war un dro, ar reizhiadoù bank hag an teknikoù kred (kevalaouriezh kenwerzhel).
  • Adasavidigezh kenwerzh Italia. Gant un teul eus deroù ar c'hantved, an Honorantiae civitatis Papiae, e tesker emañ marc'hadourien hag arc'hantourien Pavia e darempred gant o c'heneiled en tu all d'an Alpoù hag ivez gant ar Saozon. Skoulmet ez eus bet darempredoù a-bell gant ar c'heodedoù porzh evel Almafi, Salerno pe Gaeta. Lakaat a ra ar c'henwerzh gant Frañs buhez e kêrioù Piacenza ha Lucca. Mestr eo Venezia, Genova ha Pisa war ar c'henwerzh gant ar Vuzantion hag ar sav-heol.
  • Emdroadur war-du ar feoadadelezh etre al Liger hag ar Roen. Dont a ra an douar, roet e kerz a-hed ar vuhez, da vezañ sichenn kement reizhiad daremprediñ zo. Bez' eo ar gladdalc'h, mesket ennañ hiviziken an enorioù hag ar gounidoù, abeg al le a douer drezi bezañ gwaz ur gwaz all (un aotrou). Mare ar wazoniezh eo. Klask a ra pep hini perc'hennañ ar muiañ a c'hladdalc'hoù ma c'hall en ur douiñ al le da veur a aotrou. Dre-holl e reer gant al lieswazoniezh ha luziet-tre e teu an darempredoù etre an aotrounez da vezañ. Dont a ra gwir an hêrelezh da vezañ al lezenn, diberc'hennañ a ra an aotrounez evit mad al lignez. Urzhazoù a sav : en traoñ gwizien vihan, tost d'ar gouerien, a-boan gouest d'en em aveiñ ha da gaout ur marc'h ; goude gwizien ar c'hont, perc'henned etre galvet d'e lez justis pe d'ar brezel; erfin emañ ar Gonted, pe Markizien kozh emanvet priñs, miret ganto gwirioù roueel hag a glask kadarnaat o aotrouniezh. E Breizh emañ ar Roue e penn ar vro.
  • Daou rabin a gelenn e Mainz en - kantved, Rabi Moezan an Henañ ha Rabi Abun ar Braz. Savet ez eus bet gant mab ar c'hentañ, Rabi Kalonymus un dousennad testennoù burutellat diwar-benn al Lezenn. Kredet e vez ez int ar skridoù rabinek koshañ bet savet en Europa (deroù an ).

Reter Europa

Tud dibar


Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù


  • Meneg kentañ implij an houpez evit bresañ bier

Xvet kantved | Kantvedoù

10de eeu | 10. Jahrhundert | 10e gēarhundred | Sieglu X | 10 век | 10. vijek | Segle X | 10. století | 10. århundrede | 10. Jahrhundert | 10ος αιώνας | 10th century | 10-a jarcento | Siglo X | 10. sajand | X. mendea | 900-luku | Xe siècle | 10e ieu | המאה ה-10 | 10. stoljeće | 10. század | Abad ke-10 | 10ma yar-cento | 10. öldin | X secolo | 10世紀 | Abad kaping 10 | 10세기 | 10ves kansblydhen | Saeculum 10 | 10. Joerhonnert | Tiende iew | X amžius | 10 век | 10e eeuw | 900-talet | 10. århundre | X wiek | Século X | Secolul X | X век | Sèculu X | 10th century | 10. stoletje | Shekulli X | 10. век | 900-talet | คริสต์ศตวรรษที่ 10 | 10. yüzyıl | 10. yöz | 10 століття | 10世纪

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Xvet kantved".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld