Yezhoù ar bed | Yezhoù Aostria | Yezhoù germanek | Alamaneg | Vienna
Ar vienneg (Weanerisch * e vienneg, Wienerisch en alamaneg standard) eo rannyezh Vienna (Aostria). Renket e vez e-touesk ar yezhoù aostriek-bavarek.
Komzet e vez ar vienneg gant war-dro 600 000 a dud e-barzh hag en-dro da Vienna. Levezonet eo bet gant meur a yezh all, dreist-holl an tchekeg, ar yidicheg hag an hungareg.
Diforc'hioù pennañ etre ar vienneg hag an alamaneg standard
- ...digant an tchekeg...
Pfrnak ("fri bras") < tch. frňák ("fri")
- ...ha digant an hungareg.
Maschekseitn * ("tu all") < hun. másik
Levezonet eo bet kevreadurezh ha morfologiezh ar vienneg gant ar yezhoù slavek:
- Stankoc'h eo ar stummoù emober eget en alamaneg standard.
si schbüün 'ʃby:n (~"en em c'hoari") e-lec'h alam. spielen ("c'hoari"). Kv. poloneg bawić się.
- Arvez perfektivel ar verboù a zo oberiek c'hoazh ha n'eo ket bet fosilizet evel en alamaneg standard. Stummet e vez gant ar prefiks der- [dɐ'tsa:n ("dont a benn da zougen")
Skrivagnerien viennek
Un nebeut frazennoù e Vienneg
- D'ehre! *, "Enoret on" = "Demat deoc'h!"
- Griaß gott! pe Griaß Eana! ['grɪɐs.ɛɐnɐ, "Demat deoc'h!"
- Seavas! [sɛɐs, "Salud dit!"
- Prost! *, "Yec'hed mat!"
- Tschuidign.. *, "Digarez(it)..."
- A seidl / a kriagl 'sɛ:dl / 'krɪɐgl, "Ur banne bier" (kriagl: 0.5l / seidl: 0.33l)
- bittschee *, "Mar plij"
- daunkschee *, "Trugarez"
- Kennan Se bretonisch? *, "Ha komz a rit brezhoneg?"
- Mia san aus da Bretagn. ,san ɔ:s da brɛ'tan / Mia san bretonen. ,san brɛ'to:nɛn , "Breizhiz omp."
- Wiederschaun! pe Baba! *, "Kenavo"
Liammoù diavaez
Wienerisch | Viennese_German | Bečki njemački