Ur rummad yezhel a zo ur verb o tennañ d'un ober (d.s "degas", "lenn"), d'un darvoud (d.s. "kreskiñ", "lugerniñ"), pe d'ur stad (d.s. "bezañ", "bevañ").
Stummoù ar verb a c'hell chench kalz a yezh da yezh. Setu un nebeut faktorioù a c'hell bezañ diskwelet gant ur verb (pe get):
A-hendall e c'hell bezañ displeget evit klotaat gant:
Pep verb a c'hell kaout un niver a arguzennoù o vont da unan betek tri. Fiz (saoz.valence pe valency) ar verb e vez graet eus an niver-se.
Renket a c'hell bezañ ar verboù neuze hervez o fiz:
Un doare-bezañ koublañ (saoz. copula) a zo anezhañ ur ger a dalvez da liammañ ur rener gant ur prezegad hag a zo kevatal gantañ, da skwer:
ma c'harr-tan eo hennezh ma gwreg eo ar vaouezh-se
E meur a yezh ez eus ur rummad verboù ispisial evit ober war-dro ar perzhioù-se hag a vez verboù koublañ oute.
E meur a yezh, evel en arabeg da skwer, ne vez implijet verb-koublañ ebet, dreist-holl en amzer vremañ. Implijet e vez strukturioù disheñvel evit ober an diferc'h etre frazennoù deskrivañ ha frazennoù koublañ rik.
Da skwer en arabeg:
E yezhoù all evel ar sineg avat, e vez graet un diforc'h etre ar verboù a dalvez da deskrivañ ar rener diouzh un tu (d.s. verb = 0 e sineg) hag ar verboù koublañ rik (d.s. shí e sineg).
Da skwer e sineg:
An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus ur stumm ispsisial anvet 'anv verb hag a dalvez da deskrivañ ar pezh e vez graet gant ar verb-se. Talvez a ra ar stumm-amñ ivez da envel ar verb, ds. ar verb "ober"
Er yezhoù indez-europek ez eo kevatal stummoù an anv-gwan verb gant ar pezh a reer ivezpartisipoù oute. Yezhoù evel ar saozneg hag ivez ar brezhoneg a ra un diforc'h alies ivez etre an anvioù-gwan aktivel hag ar re pasivel, da skwer:
Er yezhoù a ra gant lost-gerioù evit displegañ ur verb, peurliesañ e klot stumm ar verb gant arguzenn bennañ ar verb-se, d.l.e gant gour, niver ha jener ar rener).
Daoust ha m'emañ sklaerik a-walch seurt reolennoù a reer emglev ar verb oute e yezhoù zo evel e galleg da skwer, e yezhoù all evel ar brezhoneg ez int luziet a-walc'h rak displeget e vez ar veb pe get hervez e lec'h er frazenn.
Yezhoù evel an euskareg a ra gant un doare diplegadur liespersonel, d.l.e e vez displeget ar verb hervez perzhioù yezhadurel ar rener met ivez re ar renadennoù.
Werkwoord | فعل | Дзеяслоў | Глагол | Verb | Sloveso | Глагол | Udsagnsord | Verb | Verb | Verbo | Verbo | Verbi | Sagnorð | Verbe | Gnìomhair | Verbo | חלקי הדיבר | Glagol | Verbo | 動詞 | Verbum | Darbības vārds | Werkwoord | Verb | Verb | Czasownik | Verbo | Verb | Глагол | Verb | Verb | Дієслово | 动词