article

Turkia | Riez

Türkiye Cumhuriyeti
Flag_of_Turkey.svg Turkey coat of arms.png
(Banniel Turkia) (Skoed-ardamez Turkia)
LocationTurkey.png
Kan broadel İstiklâl Marşı Yezh ofisiel Turkeg Kêr-benn Ankara Gorread
-En holl
-% dour
779 452 km²
1.3% Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs
69 660 559 (2005)
88.25/km² PrezidantAhmet Necdet Sezer Kentañ ministrRecep Tayyip Erdoğan Gouel broadel 29 a viz Here MoneizTürk Lirası Kod pellgomz90 Kod war ar Genrouedad.tk

Republik Turkia pe Turkia (turkeg : Türkiye) a zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia Vihan ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra en ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, hemañ o liammañ Mor Aegea hag ar Mor Du, da lavaret eo gevred Europa ha mervent Azia. War gazi holl ledenez Anatolia emañ he ziriad. Graet e vez ivez Turki eus ar vro-se diwar levezon ar galleg, e kanaouennoù brezhonek pobl, da skouer.

Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizañs, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù ar Bosphorus.

Republik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, lik ha bonreizhel hag a zo bet staliet e 1923. Ezel eus an ABU, an AFNA, an AESD, ar C'hengor muzulman ha Kuzul Europa eo. E 2005 he deus kroget kenvreutaerezhioù evit dont da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. En Ankara (anv kozh gresianek : Ankira) emañ he c'hêr-benn.

Istor


Republik Turkia a zo bet staliet d'an 29 a viz Here 1923 war lodenn greiz an Impalaeriezh otoman a oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ ha kollet meur a diriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh an Durked e Anatolia an . Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa. Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh an hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar goust hini Kêrgustentin e 1453. E 1929 e krogas Mustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, an Durked yaouank, e oa Mustafa Kemal gant ur mennozh sklaer : modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.

Liammoù diavaez


Turquía | تركيا | Turquía | Türkiyə | Турция | Turska | Turquia | Turecko | Турци | Twrci | Tyrkiet | Türkei | Τουρκία | Turkey | Turkio | Turquía | Türgi | Turkia | ترکیه | Turkki | Turquie | Turkije | An Tuirc | Turquía - Türkiye | תורכיה | Turska | Törökország | Թուրքիա | Turchia | Turki | Turkia | Tyrkland | Turchia | トルコ | თურქეთი | 터키 | तुर्किये | Tirkiye | Turki | Turcia | Tierkei | Törkieë | Turkija | Turcija | Турција | Turki | Törkie | Turkije | Tyrkia | Tyrkia | Turtchie | Турк | Welschhinkel | Turcja | Turquia | Turcia | Турция | तुर्किये | Turchìa | Durka | Turska | Turkey | Turecko | Turčija | Turqia | Турска | Turkiet | துருக்கி | ประเทศตุรกี | Türkiýe | Turkiya | Türkiye Cumhuriyeti | Törkiä | Туреччина | Turkiya | טערקיי | 土耳其 | Türkiye

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Turkia".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld