O ren eo bet Tiernelezh Sui (隋朝 Pinyin: suí cháo, 581-618) e Sina war-lerc'h tiernelezhioù ar su hag an norzh hag a-raok Tiernelezh Tang. Ganti ez eus bet lakaet un termen da tost pevar c'hantved tabutoù etre renadoù enebet an eil ouzh egile.
SuiBodhisattva.JPG, maen traezh, mougevioù Tianlongshan, Shanxi, VIvet kantved.]]
Savet eo bet tiernelezh Sui gant an Impalaer Wen, pe Yang Jian. E Chang'an ( Xi'an hiziv) e oa he c'hêr-benn. Daoust d'an diernelezh bezañ bet padet nebeut a-walc'h a-benn ar fin eo bet kreñv he levezon gant unaniezh norzh ha su Sina ha savidigezh ar Ganol Veur. Meur a lezenn nevez a voe embannet gant an impalaerien Wen ha Yang : ar reizhiad dasparzh an douaroù bet lañset evit lakaat da zigreskiñ an diforc'hioù etre ar re binvidikañ hag ar re baour a zisoc'ho war ul lamm war-raok e-keñver produktivelezh war al labour-douar; kreizennet e voe ar galloud, skoueriekaat hag unanet ar pezhioù moneiz; gwellaet e voe ar surentez hag astennet ar Voger Vras. Broudet ha skignet e voe ar voudaegezh a-dreuz an impalaeriezh en ur unaniñ evel-se pobloù ha sevenadurioù disheñvel Sina.
Alies-kaer eo bet keñveriet an diernelezh-mañ ouzh tiernelezh Qin bet araozi abalamour d'ar perc'henniezhioù tizhet ha d'ar c'hrizder diskouezet. Lakaet eo bet c'hwitadenn brim ar Suied war chouk o goulennoù tirannek war an dud vunud a c'houzañve tailhoù dreistmoder hag an anerioù. Brevet eo bet an nerzhioù labour gant savidigezh ar Ganol Veur -- un taol ijinerezh meurdezus -- ha gant savidigezh raktresoù savouriezhel all evel ar Voger Vras. Gwanaet gant koulzadoù milourel drastus ha koustus a-enep da Gorea e deroù ar ez eas an diernelezh d'an traoñ bountet gant un aridennad emsavadegoù pobl, taolioù treitouriezh, ha muntroù.
| Anv goude-marv (Shi Hao 諡號) ''Emglev: "Sui" + anv | Anv ganedigezh | Prantad ren | Anvioù an oadvezh (Nian Hao 年號) hag an heuliad bloavezhioù a glot ganto |
| Wendi (文帝 wen2 di4) | Yang Jian (楊堅 yang2 jian1) | 581-604 | Kaihuang (開皇 kai1 huang2) 581-600 Renshou (仁壽 ren2 shou4) 601-604 |
| Yangdi (煬帝 yang2 di4) | Yang Guang (楊廣 yang2 guang3) | 605-617 | Daye (大業 da4 ye4) 605-617 |
| Gongdi (恭帝 gong1 di4) | Yang You (楊侑 yang2 you4) | 617-618 | Yining (義寧 yi4 ning2) 617-618 |
Istorioù kaer diwar-benn tiernelezh Sui a c'haller lenn war Mojennoù tiernelezh Sui
Sui-Dynastie | Sui Dynasty | Dinastio Sui | Dinastía Sui | Sui-dynastia | Dynastie Sui | Dinasti Sui | Dinastia Sui | 隋 | 수나라 | Sui dinastija | Sui-dynastie | Sui-dynastiet | Династия Суй | Suidynastin | Nhà Tùy | 隋朝
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Tiernelezh Sui".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world