Yezhoù ar bed | Yezhoù dravidek | Yezhoù Azia | Yezhoù India | Yezhoù Sri Lanka | Tamil Eelam
Ur yezh dravidek eo an tamileg (tamil தமிழ் LFE /tæmɪɻ/), komzet e Tamil Nadu (kreisteiz India) hag e Sri Lanka dreist-holl, hag ivez e Karnataka, Kerala ha Maharashtra. Kavet e vez ouzhpenn tamilegerion dre ar bezh a-bezh ha 18ved yezh muiañ komzet ar bed an hini eo gant 74 millon a dud a ra gantañ.
Ur yezh klasel bev an hini eo ha savet ez eus bet lennegezh e tamileg abaoe daou vil bloaz ha chomet eo digemm ar yezh skrivet abaoe keit-all. Tost-tre eo an tamileg d'ar malayalameg.
Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo, hag hini Tamil Nadu. Ur statud ofisiel he deus ar yezh ivez e Sri Lanka ha Singapour hag anavezet e vez ivez e Bonreizh Suafrika.
Disheñvel-mik eo ar yezh skrivet klasel (centamil) diouzh ar yezh komzet (koduntamil). Rannyezhoù lec'hel ez eus ivez.
Тамилски език | Tàmil | Tamileg | Tamil | Tamilische Sprache | Tamil language | Tamila lingvo | Idioma tamil | زبان تامیل | Tamili | Tamoul | तमिळ भाषा | Tamil nyelv | Bahasa Tamil | Lingua tamil | タミル語 | Basa Tamil | ტამილური ენა | ತಮಿಳು | 타밀어 | Tamilų kalba | Bahasa Tamil | Tamil | Tamil | Tamilsk språk | Język tamilski | Língua tâmil | Тамильский язык | तमिळ् | Tamilski jezik | Tamil language | Gjuha Tamil | Tamil | தமிழ் | ภาษาทมิฬ | 泰米尔语