Yezhoù ar bed | Yezhoù Surinam | Yezhoù kreolek
Ar sranan tongo (eus ar saozneg surinamean tongue), pe sranang tongo, zo ur yezh kreolek komzet evel yezh-vamm gant 130 000 a dud eus Surinam. (anvet e vez ivez takki takki, met ar ger-se, ouzhpenn bezañ dismegañsus, zo implijet c'hoazh evit kreolegoù all, disheñval, komzet e Gwiana c'hall).
Ar gerioù sranang tongo evit gouzoud ha krouadur zo sabi ha pikin. Se a laka tud zo da soñjal, goude teorienn ungenetek ganedigezh ar yezhoù pidgin, e teufe ar sranang eus al lingua franca. An deorienn-se a vez kavet abeg enni gant an darn vrassañ eus ar yezhoniourien a labour war an dachenn-se).
Implijet eo gant tud hag a gomz a-hend-all Saozneg, nederlandeg, javaneg hag hindustani, setu e c'hoari da eil yezh evit an darn vras eus an dud e Surinam.
Ar sranang tongo zo ur meskaj etre an nederlandeg, ar saosneg, ar portugaleg, hag a bep seurt yezhoù all eus Kreiz ha Kornôg Afrika. Stummet eo e-giz ur yezh kreolek : n'eus ket nag infleksion na deklinasion, ha dister eo he geriaoueg (un nebed miliadoù a c'herioù); aes a-walc'h eo da zeskiñ. Bez' ez eus kalz a dud ivez hag a laka ar sranang tongo da vezañ ur c'hreoleg diwar ar saozneg hepken (nemet er Wikipedia Alamanek a wel anezhi evel ur c'hreoleh savet diwar ar portugaleg kentoc'h).
Sranan tongo | Sranan Tongo | Sranan Tongo | Sranan Tongo | Sranan | Sranantongo | Surinaams
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Sranan Tongo".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world