Ur skourr eus ar yezhoù finnek-ougrek eo ar yezhoù samiek (pe lappek (samieg: sámegiella) komzet gant tro-dro da 20.000 den en holl e lec'hioù zo eus Norvegia, Sveden, Finland ha Rusia.
Isrannet e vez ar yezhoù samiek e daou vloc'had pennañ, enne meur a rannyezh:
E lec'hioù zo ez eo posupl kompren ar rannyezhoù komzet e takadoù stok-ha-stok, met seul belloc'h ez eer seul vrasoc'h e vez an diforc'h etre ar rannyezhoù betek ma ne deuer ket a-benn d'o c'hompren. Diaezet eo evit an dud a gomz rannyezhoù eus ur bloc'had da gompren tud all a ra gant yezhoù eus ar bloc'had all.
Disheñvel eo statud ar yezh hervez ar vro ma vez komzet:
Krouet ez eus bet meur a doare-skrivañ unvan pe get evit ar samieg hervez al lec'h ma vez komzet:
Samiske sprog | Samische Sprachen | Sami languages | Samea lingvo | Lenguas sami | Saami keeled | Saamelaiskielet | Langues sames | Lapp nyelv | Samísk tungumál | Lingue sami | サーミ語 | 사미어 | Samisch | Samiske språk | Samisk språk | Język lapoński | Саамский язык | Sámegielat | Lapončina | Samiska