article Related Topics:
Proverbs_and_Sayings :: Proverbs
 

Ur proverb (deus ar latin 'proverbium'), pe ur c'hrennlavar, zo ur frasenn berr ha lemm, bed lâred hag adlâred a-hed an oajoù gant tud ur gumuniezh, enni ur gentel pe ur wirionez skiant-prenañ (nemed ur wezh an amser e vez kaved unan hag a zislâr e-gile).

Ur proverb gant ur reolenn-bewiñ diasez ennañ, zo ur "maxime" pe ur "ger-stur". Ur frasenn stummed evel ur proverb iwe, mes gant ur stil kàer, pe saved gant ur skrivagner pe ur filosof, zo un "aforism". Tost d'ar proverb e kaver c'hoazh an "dikton", laoskoc'h ar furnezh ennañ, hag o tennañ kentoc'h d'an amser a raio, d'ar micherioù, d'ar broioù, d'al loened.

Kaved e vez proverboù hañval e-barzh kulturioù stok-ha-stok (pe memes e-barzh kulturioù pell an eil deus e-gile). Da skwer ar proverb spagnoleg "Gato escaldado del agua fría huye" zo tost d'an heni galleg "Chat échaudé craint l'eau froide", hemañ all tost d'an heni brezhoneg "Kazh skaoted en-devez aoun rag dour berwed".

Un hano zo bed roëd da studi ar proverboù : ar "paremioloji".

Proverboù deus ar bed


Rummadoù lennegel | Proverb

Pruvverbii | Ordsprog | Sprichwort | Proverb | Proverbo | Proverbio | Vanasõna | Proverbe | פתגם | Közmondás | Peribahasa | Proverbo | ことわざ | ანდაზა | 속담 | Sententia (Gnome) | Rārangi whakataukī | Peribahasa | Snacks | Spreekwoord | Æмбисонд | Przysłowie | Ordspråk | Atasözü | 谚语

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Proverb".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld