article

Medisinerezh | Micher | Skiantoù ar Vuhez | Skiantoù da dalvezout

Ar medisinerezh a zo ur skiant, un arz hag un teknik- hag eo bet gwelet evel un arz ivez hag a zo e bal studiañ korf an den hag e vont-endro evit ma vo miret pe adroet ar yec'hed d'ar glañvourien. Ur ger all a vez implijet gant lod : ar vezegiezh (eus mezeg, ur ger a gaver e krennvrezhoneg) hag e teu eus al latin medicus moarvat.

Eus ur vicher "lennegel" a c'helle bout lavaret deusouti betek ar bloazioù 2000, pe ivez unan e-touez ar micherioù "dre gomz", e teu-hi da vout ur c'halvezerezh da lavaret eo ur sammad anaoudegezhioù (diwar-benn ar c'horf, ar c'hleñvejoù, al louzeier modern, hag an doareoù arnevez ivez da blediñ ganto, diwar bouez implijout ardivinkoù nevesoc'h-nevesañ). Estreget komz zo d'ober. Ur skiant pleustrek-tre e teu ar medisinerezh da vout, diazezet war draoù fetis, war anaoudegezhioù amprouet, hag e c'houll teknikoù nevez bemdez, ken evit elfennoù korf an den, ken evit aesañ d'ar re glañv, ken evit merat ar roadennoù a ya d'ober dosier pep hini. Tremenet eo amzer ar medisinerezh lennegel a vefe lavaret, panevet en deus d'ober gant tud; n'eus ket anezho nemet korf, hogen ivez elfennoù spered ha bred, abeg a-walc'h da virout tachenn d'an 'arz'.

Rak-se ivez, ar vezeien hag a lared e oa dleet dezho sammañ kiriegezh, n'eo ket war ar palioù, met war an doareoù d'o zizhout, a bleg o c'hein bremañ rak pouez ar c'hemennoù hag a c'houl diganto e vent kiriek war ar palioù: ar c'hlañvour en deus droad da c'hoanagiñ ur serten derez disorc'h da barat ouzh an droug-mañ-droug- e-skoaz ergentaoù ev edo gouzañvat ar gevredigezh en he fezh a-fed disorc'hoù. Ouzhpenn youl vat hag emroüsted a vez gortozet, ha gourc'hemennet e vez ouzh atebeien ar medisinerezh, pe e vent ministred pe medisined, kaout krog war elfennoù diazezet ent-skiantel; ha respont d'ar goulennoù e kenkas ey aje a-dreuz doareoù plediñ gant sistem ar yec'hed, pe e savje kudenn gant emdroadur un doare oberata pe louzaouiñ, pe kelaouiñ. Evel e kement tachenn zo, ez eus birvidigezh er medisinerezh.

Geneeskunde | Medizin | طب | Medicina | Медицина | ঔষধ | Medicina | Lékařství | Medicëna | Lægevidenskab | Medizin | Ιατρική | Medicine | Medicino | Medicina | Meditsiin | Medikuntza | پزشکی | Lääketiede | Arstitiidüs | Médecine | Midisine | Genêskunde | Leigheas | Medicina | רפואה | Medicina | Orvostudomány | Medicina | Medicino | Medicina | ᐊᓐᓂᐊᒥ ᖃᐅᔨᓴᕐᓂᖅ | 医学 | 의학 | Медицина | Medicina | Medisina | Medezin | Genaeskónde | Medicina | Medicīna | Медицина | Mericina | Medizin | Geneeskunde | Medisin | Medisin | Медицинæ | Medycyna | Medicina | Medicină | Медицина | आयुर्विज्ञान | Midicina | Medicina | Medicine | Medicína | Medicina | Mjekësia | Медицина | Tatamba | Medicin | แพทยศาสตร์ | Medisina | Tıp | Медицина | Y học | Medcene | 医学 | I-ha̍k

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Medisinerezh".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld