Al litr zo un unanenn volum. Daou simbol ofisiel a zo : al lizherenn l vihan hag al lizherenn L vras. N'eo ket al litr un unanenn eus ar sistem etrebroadel (SI), met degemeret e vez implij anezhañ gant an SI. Ar metr kub (m³) eo unanenn volum an SI.
| Lieskement | Anv | Simboloù | Ranngement | Anv | Simboloù | - | 100 | litr | l | L | - | 101 | dekalitr | dal | daL | 10-1 | desilitr | dl | dL | - | 102 | hektolitr | hl | hL | 10-2 | santilitr | cl | cL | - | 103 | kilolitr | kl | kL | 10-3 | mililitr | ml | mL | - | 106 | megalitr | Ml | ML | 10-6 | mikrolitr | µl | µL | - | 109 | gigalitr | Gl | GL | 10-9 | nanolitr | nl | nL | - | 1012 | teralitr | Tl | TL | 10-12 | pikolitr | pl | pL | - | 1015 | petalitr | Pl | PL | 10-15 | femtolitr | fl | fL | - | 10-18 | atolitr | al | aL | - |
|---|
Deveret eo an anv litr eus un unanenn c'hall koshoc'h, al litron (0,831018 litr) a zeu e anv eus an henc'hresianeg litra, pouez 12 oñs, dre al latin.
Ur mililitr
Ul litrad dour a bouez war-dro ur c'hilogram. Er memes doare : 1 mL dour a bouez war-dro 1 g ; 1000 litrad dour a bouez war-dro 1000 kg (1 [[tonenn (mas)|donenn). Eus istor an unanenn e teu a ra al liammadenn-se met abaoe 1964 n'emañ ket mui e-barzh an termenadur.
E meur a vro saoznek e vez skrivet ar sifr 1 gant an dorn e-giz ur varrenn sonn hep an eil varrennig a-veskell a vez ouzhpennet e kalz a vroioù all. Abalamour da se e c'heller kemmeskañ ar sifr 1 gant al lizherenn l. War skriverezioù 'zo, dreist-holl ar re goshañ, e veze ret ober an douchenn l (lizherenn) evit skriverezañ ar sifr 1. Ouzhpenn se ez eo heñvel-poch an div arouezenn e keneliadoù arouezennoù 'zo. Dre se e voe lakaet diaes tud 'zo, peurgetket e kumuniezh ar medisinerezh. Setu e voe degemeret L (lizherenn L vras) e-giz simbol all evit al litr e 1979.
A-raok 1979 e teuas implij al lizherenn-red vihan ℓ (U+2113) da vezañ stank e broioù 'zo ; da skouer e voe erbedet gant Burev Suafrika ar Standardoù er bloavezhioù 1970. Gwelet e vez c'hoazh e broioù 'zo met n'eo ket anavet ent-ofisiel gant ar BIPM.
E 1793 e voe degaset al litr e Frañs e-giz unan eus ar "muzulioù republikan" nevez, ha termenet evel un desimetr kub.
E 1879 e voe demeret termenadur al litr hag ar simbol l (lizherenn l vihan) gant Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CIPM).
E 1901, da geñver an 3 CGPM, e voe adtermenet al litr evel ar volum ac'hubet gant 1 kg dour pur da demperadur e zouester brasañ (3,98 ºC) dindan ur gwask a 1 atm. Gant se e voe kevatal al litr gant war-dro 1,000 028 dm³.
E 1964, da geñver an 12 CGPM, e voe adlakaet an termenadur kozh da dalvezout, setu e voe termenet al litr evel un anv all evit an desimetr kub, da lavaret eo 1 dm³ rik. Dave NIST (e saozneg)
E 1979 e voe degemeret ar simbol all ouzhpenn L (lizherenn L vras) gant ar 16 CGPM. Lavaret e voe ivez e vefe gwelloc'h mirout unan hepken eus an daou simbol-se en amzer da zont, met e 1990 e voe lavaret e oa ret abred c'hoazh evit ober an dra-se.
Llitru | Литър | Litre | Litr | Liter | Λίτρο | Litre | Litro | Litro | Litro | لیتر | Litra | Litre | Litro | Liter | Liter | Lítri | Litro | リットル | 리터 | Liter | Litras | Litrs | Liter | Liter | Liter | Litr | Litro | Литр | Litre | Litar | Litre | Liter | Liter | Литар | Léter | Liter | ลิตร | Litre | Літр (одиниця виміру) | Lít | 升