RyoanJi-Dry garden.jpg Graet e vez liorzh Zen, eus ur seurt liorzhoù meinek japanat mod Karesansui 枯山水. Ur poull traezh kloz eo, n'eo ket don nemeur, ennañ traezh, grouan, mein hag, a-wechoù, Leton pe elfennoù natur all. Implijet e vezont gant menec'h Japan en o frederiadennoù.
Gwelet Ry%C5%8Danji evit un dielfennadenn jedoniel eus ul liorzh vein.
Nevez zo ez eus bet kinniget gant an imbourc'hien Gert van Tonder eus skol-veur Kyoto ha Michael J. Lyons eus ATR Intelligent Robotics and Communication Labs e oa ar stummoù mein evit skeudenn subliminel ur wezenn. N'haller ket gwelet ar skeudenn-se evit gwir pa seller outo. Krediñ a ra d'an enklaskerien eo gouest an diemouez da spurmantiñ ur skeudenn etre ar reier. Kavout a ra dezho eo se zo pennkaoz da efed habaskaat al liorzh
E saozneg eo testeniekaet an termen liorzh Zen "zen garden" evit ar wech kentañ gant Loraine Kuck en e levr One Hundred Kyoto Gardens (100 liorzh eus Kyoto) bet embannet e 1935. N'eo ket testeniekaet an termen e japaneg dre skrid a-raok 1958. Soñjet e vez neuze n'eus bet graet gant kelennerien japanat zo eus ar goude-brezel nemet heuliañ ul lusk kornôgel ha degemeret eo bet an termen "liorzh Zen" ganto peogwir en doa graet berzh dija e-touez an estrañjourien.
En e oberenn Themes, Scenes & Taste in the History of Japanese Garden Art (Temoù, arvestoù & blizidigezh en istor arz al liorzhoù e Japan) bet embannet e 1988, e tispak Wybe Kuitert un arguzennadur don a-enep d'an darempred etre ar Zen hag ar c'haresansui : "Mesket eo bet gant Kuck e zielfennadur dezhañ e-unan ha merket en istor () gant ul liorzh kozh o tont eus un hengoun sevenadurel disheñvel. Setu perak eo kamm e zielfennadur. ... kavout a ra e lec'h (liorzh ar Grennamzer) en temploù Zen hag en annezioù ar vrezelourien peogwir e laka war wel un aergelc'h sevenadurel. Arvarus eo eta soñjal e teuje ar blijadur a sav diouto eus ur from relijiel kentoc'h eget eus ur from "stumm"."
Komz a ra ivez Kuitert eus al liorzh Zen diouzh ur sell boudaek : "(hervez Dogen) al liorzh a eztaolfe ar gwellañ Sarmon Bouda a vije netra. Da nebeutañ n'hallfe ket bezañ ul liorzh hegaer n'hall nemet diheñchañ an den diouzh klask gwirion ar Sklêrijenn." Abeget muioc'h eo soñj Kuitert gant an droidigezh graet gantañ eus bommoù ur manac'h eus marevezh Muromachi e Toh-ji: “Ne zlefe ket an dud en em ro d'ar voudaegezh ober war-dro liorzhoù. Lavaret eo en ur sutra eo bet dilezet penn-da-benn gant un den c'hoant gantañ prederiata, da-gentañ buhez ar bed ma c'hounezer arc'hant hag ivez ar gounit legumaj..."
Lavaret e vez implijet al liorzhoù gant menec'h Zen Japan zo a ya a-enep d'ar fed ma vez hogozik atav prederiataet en diabarzh ganto a-dal pe d'ur voger (Soto Zen) pe e-kreiz ur gambr (Rinzai Zen), ket a-dal d'ur gweledva avat. A-benn ar fin n'eus eus ar venec'h luc'hskeudennet o frederiata dirak ur gweledva nemet un arvest savet a-ratozh.
Gallout a reer kavout muioc'h a vurutelladennoù diwar-benn al "liorzhoù Zen" war Kazetenn al liorzhañ mod Japan.
Chardín Zen | Xardín Zen | Jardí zen | Zenhave | Kare-san-sui | Japanese rock garden | Karesansui | Zen-puutarha | Jardin zen | גן זן | Giardino zen | 枯山水 | Hortus Zen | Ciardino zen | Karesansui | Jardinu zen | Zen gairden | Zenträdgård | Zen bahçesi | 枯山水
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Liorzh Zen".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world