Latin | Yezhoù aet da get | Yezhoù Europa
Ur yezh italek eus familh ar yezhoù indezeuropek eo al latin. Yezh ar Romaned en Henamzer e oa hag eo bet implijet gant an diplomatiezh betek ar . Ur yezh boutin d'an holl vroioù europat ha kristen e oa diwar ar pouez a oa gant an Iliz katolik roman. Chomet eo un danvez-studi ret evit ar grennarded hag ar studierien en Europa betek derou an goude Jezuz-Krist.
Renket eo al latin e-touez ar yezhoù aet da get ha koulskoude e chom unan eus an teir yezh ofisiel ma ra ar Sez Santel ganto goude bezañ bet yezh ret al liderezh katolik er C'hornôg (hag e chom implijet evit-se a-wechoù). Ne vez ket mui desket d'an danvez-kloareged er c'hloerdioù, met e skolioù-meur pabel e Roma hag e Breuriezh Sant Pius V ivez. Un toullad tud o devez plijadur o komz e latin hag embann testennoù gant nevezc'herioù e-leizh (ober a ra ar Sez santel an dra-se ivez). N'eus nemet teurel ur sell ouzh Vicipedia, un doare latin eus Wikipedia ouzhpenn 3 000 pennad ennañ.
Ar yezhoù romanek :
Ha yezhoù nann-romanek o deus degemeret ul lodenn vras eus o gerioù : an albaneg hag ar saozneg (gerioù gallek deuet er Grennamzer pa oa ar galleg, yezh ofisiel ar roueed saoz a oa bet duged Normandi e Bro-C'hall. P'eo bet al latin yezh ar ouiziegezh hag an deskadurezh alies ha yezh an Iliz katolik roman e-pad kantvedoù, n'eo ket dic'hortoz m'en deus bet ul levezon bras war un toullad mat a yezhoù europat.
Betek fin an e veze ret kinnig hag embann e latin tezennoù war ar medisinerezh ha war ar skiantoù. Paeet e veze ur studier latineger evit an droidigezh.
Chomet eo al latin yezh diplomatiezh ar Vatikan, met muioc'h-muiañ a ziaesterioù o devez ar gloer evit ober gantañ. Diaes eo d'ar gardinaled komz ha skrivañ ul latin a-zoare. Ne chomfe nemet daou gardinal e-doug bodad Sened-kardinaled 2005 (evit dilenn ar Pab) a zo bet gouest da gompren hag ar Pab nevez en o zouez. Ur servij evit al latin modern ha kempred a ren ar Sez Santel ha 60 000 ger a zo bet ouzhpennet abaoe daou c'hant vloaz evit lakaat ar yezh a-blom gant ar bed kempred. Ne c'heller ket krediñ n'eo ket mui bev al latin c'hoazh ha pa vije lavaret ar c'hontrol d'an aliesañ.
Da vezañ kendalc'het
Latyn | Latein | لغة لاتينية | Llatín | Лацінская мова | Латински език | Latinski jezik | Llatí | Latina | Lladin | Latin | Latein | Λατινική γλώσσα | Latin | Latina lingvo | Latín | Ladina keel | Latin | زبان لاتین | Latina | Latin | Lenghe latine | Latynsk | Laidin | Lingua latina | לטינית | लातिनी | Latinski jezik | Latin nyelv | Lingua latin | Bahasa Latin | Latína | Lingua latina | ラテン語 | ლათინური ენა | 라틴어 | Latin | Lingua Latina | Latäin | Latien | Lotynų kalba | Latīņu valoda | Латински јазик | Bahasa Latin | Latiensche Spraak | Latien | Latijn | Latin | Latin | Latîn | Latin | Латинаг æвзаг | Łacina | Latim | Limba latină | Латинский язык | Limba latina | Lingua latina | Latinski jezik | Latin language | Latinčina | Latinščina | Gjuha Latine | Латински језик | Basa Latin | Latin | Kilatini | ภาษาละติน | Wikang Latin | Latince | Латинська мова | Latinh | 拉丁语 | Latin-gí | 拉丁語