Al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel (LFE) a zo ul lizherenneg bet ijinet a-ratozh kaer evit gallout treuzskrivañ sonennoù n'eus forzh peseurt yezh komzet.
| yezh | ger skrivet | fonetikel | fonologel | - | galleg | endurer | * | /ɛ̃.dy.ˈre/ | alamaneg | dulden | * | /'dul.dn/ | saozneg | tolerate | * | /tɒl.ər.eit/ | spagnoleg | aguantar | * | /a.guan.ˈtaɾ/ | sineg | 忍 | * | /ren3/ |
|---|
Bez ez eus 118 lizherenn diazez el LFE a dalvezont da dreuzskrivañ ar sonioù kavet aliesañ e yezhoù ar bed. An darn vrasañ eus al lizherennoù a zo lizherennoù latin pe gresian treuzfeurmet pe get, d.s. ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.
Sinoù ispisial all a c'hell bezañ implijet a-gevtret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetikel bihan. 76 sin a seurt-se ez eus, evel, da skwer e lec'h [β. Sinoù all ez eus ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh (') pe ur gensonenn silabennek ( ̩).
Implijet e vez kromelloù evit an treuskrivadennoù fonetikel evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.
Diorroet e oa bet er penn-kentañ al lizherenneg gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg dindan beli Paul Passy o labouraet e framm ar Gevredigezh Fonetikel Etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. Embannet e voe al lizherenneg evit ar wechh kentañ e 1888 awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet, diorroet war he zro diwar diaezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman hag Alexander John Ellis.
Adwelet eo bet al lizherenneg peder gwech en holl betek hen e 1900, e 1932, e 1989 hag e 1993.
Lizherennoù ez eus el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lâret eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-amñ da heul:
Diswelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant ur sin ispisial anvet kronenn (ː). Peurliesañ avat e vez implijet an doau bik en e plas, d.s. e-lec'h [aː.
Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-amañ da heul:
Diswelet e vez ar c'hensonennoù hir er mems mod evit gant ar vogalennoù, d.s. e vefe ar * mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') mo̟n̪d̪o̟t̪ː pe ez-fonologel /mit mondotː/.
Implijet e vez ur varennig uhel (ˈ) a-raok d'ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrenig izel (ˌ).
Talvez a ra ar pik (.).
Da skwer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz *.
= Gwelet ivez =
= Liammoù diavaez =
IPA | ألفبائية صوتية دولية | Alfabet fonètic internacional | Mezinárodní fonetická abeceda | Det internationale fonetiske alfabet | Internationales Phonetisches Alphabet | International Phonetic Alphabet | Internacia Fonetika Alfabeto | Alfabeto Fonético Internacional | IPA | Kansainvälinen foneettinen aakkosto | Alphabet phonétique international | Alfabeto Fonético Internacional | אלפבית פונטי בינלאומי | अंतर्राष्ट्रीय ध्वनि वर्णाक्षर | IPA | Alþjóðlega hljóðstafrófið | Alfabeto fonetico internazionale | 国際音声記号 | API | 국제 음성 기호 | Internationaal Fonetisch Alfabet | Det internasjonale fonetiske alfabetet | Det internasjonale fonetiske alfabetet | Międzynarodowy alfabet fonetyczny | Alfabeto fonético internacional | Alfabetul Fonetic Internaţional | Международный фонетический алфавит | Medzinárodná fonetická abeceda | Alfabeti Fonetik Ndërkombëtar | Internationella fonetiska alfabetet | สัทอักษรสากล | IPA | Xalıqara Yañğırış Älifbası | Міжнародний фонетичний алфавіт | IPA | Alfabet fonetike eternåcionå | 國際音標 | Kok-chè Im-phiau | 萬國音標
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world