article

Melestradur tiriadel Bro-C'hall

Bihannañ rann ar melestradur tiriadel e Bro-C'hall eo ar gumun (reizh benel, liester kumunioù. 36 778 anezho a zo hiziv (war-dro 8 000 en Italia). Ar rann melestradurel-mañ a zo bihan he gorread keitat e-keñver re ar broioù all.

Anvioù nes d'ar ger a zo roet e broioù all (Alamagn, Belgia). E broioù e-lec'h ma vez komzet ur yezh hec'h orin latin e vez graet gant gerioù tennet diwar al latin municipium.

Istor


Krouet eo bet ar c'humunioù diwar al lezenn votet d'an 11 a viz Du 1790. Dre vras, harzoù ar c'humunioù a zo bet re ar parrezioù, met un darn vat a zo bet krouet war ur patrom all :
  • Adstagañ parrezioù pa oa un iliz hepken evit meur a barrez (en ilizoù-meur, da skouer)
  • Distagañ eus ar parrezioù kevrennoù o doa ur chapel hag un tolpadig kêrioù war he zro. E Breizh e veze graet trevioù eus an tolpadigoù kêremvodioù-se.
Er raktres kentañ e oa bet kinniget ma vije savet kumunioù bras dezho stumm ur c'harrez 6 lev e gostez !
An anv gallek "commune" a zeu eus emvodbourc'hizien a oa bet aotreet gant ar galloudoù (roueed, eskibien, aotrounez) e kêrioù'zo evit ar merañ armerzhel ha surentel.

Aozadur


Dastumet eo an testennoù koulz lezennel ha reolel e Kod hollek ar strollegezhioù tiriadel (Code général des collectivités territoriales - CGCT) a zo bet embannet e 2000.
Meret e vez gant ur c'huzul-kêr hag ur maer en e benn. M'eo bet dilennet ar guzulierien e penn kentañ an Dispac'h, anvet int bet gant ar melestradurezh dindan an Impalaeriezh gall 1añ.

Comunas de Franzia | Gemeinde (Frankreich) | Commune in France | Comuna francesa | Commune française | Gmina (Francja) | Comuna francesa | Коммуна (Франция) | 市镇 (法国)

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Kumun Bro-C'hall".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld