Ar c’herneveureg zo ur yezh predenek e-giz ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, komzet eo ar C’herneveureg e Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Bremañ ne chom ken nemet war-dro 2000 den a oar anezhi met deuet eo ar yezh-mañ da vezañ ofisiel e 2002 hag ur gevredigezh, Kesva an Taves Kernewek (Ofis ar Yezh Kerneveurek), a laka ar yezh da vont war-raok e-barzh ar gevredigezh a-vremañ.
E-giz ar skolioù Diwan e Breizh, emañ ar skolioù divyezhek, Dalleth (kregiñ), e Kernev-veur.
Kavet e vez gerioù kerneveurek e lec'hanvadurezh Kernev-Veur hag un tammig pelloc’h c’hoazh.
Tud Kerne-Veur o deus komañset implijout ar saozneg war-dro ar 16vet kantved, pa oa bet lakaet beleien hag a gomze saozneg er vro, e 1549. Hervez e vez kontet, an den diwezhañ hag a gomze ar yezh-se a-vihan a oa Dolly Pentraeth, ur werzhourez pesked. Marv e oa e 1777. Diouzh ar pezh a vez laret e oa bet he c'homzoù diwezhañ « Me ne vidn cewsel Sawsnek ! » (« ne fell ket din komz saozneg » ; ar frazenn vrezhonek tostañ a vefe « me ne vennan ket kaozeal saozneg ! »). E gwirionez ne oa ket honnezh an den diwezhañ hag a gomze kerneveureg : ur paotr anvet Chesten Marchant a vefe bet an hini diwezhañ, ha marv e oa diwezhatoc'h egeti. Ha prouennoù a zo, ez eus bet tud arall c'hoazh hag a gomze kerneveureg e-pad an 19vet kantved. Pesketerien ar vro o deus dalc'het da gontañ e kerneveureg betek ar bloavezhioù 1940. E gwirionez e oa c'hoazh un nebeud mengleuzierien hag a gomze c'hoazh ar yezh un tammig. Met moaien zo laret evelkent e oa Dolly Pentraeth unan ag ar re ziwezhañ a-raok an 20vet kantved hag a zeue flour ar c'herneveureg ganti.
A-c'houde penn-kentañ an 20vet kantved ez eus tud hag a glask lakaat ar yezh da vevañ en-dro, dreist-holl e lidoù kristen, kentelioù evit an dud vras pe evit ar vugale (e skolioù kentañ hag e skolioù eil derez zo). Evel-se, meur a gantad tud o deus desket un tammig kerneveureg da nebeutañ, ha miliadoù o deus bet darempred gant an traoù-se. Bep bloaz e vez skrivet muioc'h a levrioù er yezh-se ; bremañ ez eus muioc'h a levrioù e kerneveureg nevez eget a levrioù kozh e kerneveureg. Laret e vez ez eus 1500 a dud pe war-dro hag a c'hell komz flour e kerneveureg. Lod zo bet desavet er yezh-se memes : bugale emsaverien ar c'herneveureg eo ar re-se.
Pevar doare-skrivañ a vez implijet hiziv an deiz.
Ereadurezh ar c'herneveureg a zo hañval-bras ouzh hini ar brezhoneg. Ar fonetik 'zo hañval ouzh hini ar brezhoneg ivez, met arkaikoc'h eo. Ar gerioù a zo dishañvaloc'h (neoazh, gerioù ar c'herneveureg a zo hañvaloc'h ouzh ar brezhoneg evit ouzh re ar c'hembraeg) : bout ’zo lod-kaer a c'herioù ha na vezont kavet nag e kembraeg, nag e brezhoneg, ha gerioù amprestet diàr ar saozneg (saozneg en Amzer-Grenn pe an amzer a-vremañ) ’zo c'hoazh ivez.
(Penn-kentañ troidigezh kerneveurek an destenn vitologiezh kembraek Pwyll Pedeuic Dyued. Skritur ‘’Kernewek Unys’’).
Pwyll Pensevyk Dyved o arluth war seyth keverang Dyved. Hag ef ow tryga yn Arberth, y ben-lys, whans o dhodho mos helghya. An ran a'y dyr a vynna helghya o Glyn Cuch, ha'n nos-na ef eth war y hens a Arberth ha dos bys dhe Llwyn Diarwyd. Hag ena y fu an nos-na. Ha ternos, yn yowynkneth an jeth, sevel a wruk ha dos dhe Lyn Cuch, rak dyllo y gun y'n cos. Y whethas an corn ha dalleth an helva, ha holya y helgun, ha kelly y gescowetha. Hag ef ow colsowes orth lef y vagas-hel, y clewas lef nep bagas aral hag y nyns ens unlef, hag yth esens ow tos erbyn y vagas-ef. Hag ef a welas lanergh y'n cos, o leven y don. Ha pan dheth y helgun dhe vyn an lanergh, ef a welas carow arak an bagas-hel aral. Hag yn ogas dhe gres an lanergh, otena'n bagas esa war y lergh ow talghenna ynno ha'y dewla dhe'n dor. Ena y fyras orth lyw an cun, hep predery a vyras orth an carow. Hag a'n helgun oll re welsa y'n bys, bythqueth ny welsa cun o unlyw gansa-y. Ha'ga lyw o gwyn golow splan ha'ga dywscovarn o cough. Ha kepar del derlentry gwynder an cun yndella y terlentry coughter aga dywscovarn.Gans henna ef a gerdhas dhe'n cun ha chassya dhe ves an re na a lathsa an carow, ha bosa y gun y honen war an carow.
Sed amañ un daolenn evit keñveriañ geriaoueg ar yezhoù predenek :
|
Butunat |
Megi * |
Ysmygu |
Yezhoù Europa | Yezhoù keltiek
Kornies | Kornisch | Córnicu | Корнская мова | Còrnic | Kornština | Cernyweg | Kornisch | Pow Sows | Cornish language | Kornvala lingvo | Idioma córnico | Kornin kieli | Cornique | Coirnis | קורנית (שפה) | Lingua cornica | コーンウォール語 | Kernewek | Lingua Cornovica | Cornish | Cornisch | Kornisk språk | Cornic | Język kornijski | Língua córnica | Pow Sows | Cornish language | Korniska | 康瓦爾語
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Kerneveureg".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world