Ur sonenn eo ur gensonenn implijet e yezhoù mab-den. Disheñvel eo rummad ar c'hensonennoù diouzh hini ar vogalennoù dre ma vez strishaet pe serret penn-da-benn trakt ar vouezh en ul lec'h resis bennak pe c'hoazh e meur a lec'h war un dro.
Bez' ez eus ivez un isrummad kensonnennoù ispisial a c'hell bezañ implijet a-wechoù evel vogalennoù hag evel kensonnenoù gwechoù-all. E saozneg, da skwer, ez eo an /m/ ur gensonenn er ger 'mud' met silabennek eo dres evel ur vogalenn er ger 'prism'.
Brasoc'h eo an niver a gensonnenoù a zo da gaout e yezhoù ar bed eget an niver a vogalennoù.
Diskrivet e vez er yezhoniezh pep kensonnen hervez ur re berzioù resis hag a denn da fonetik an distagañ.
Setu en daolenn-mañ da heul penaos e vez renket ar c'hensonennoù skeventel hag ar re nann-skeventel gant fonetik an distagañ. (Pa weler kensonennoù par-ha-par eo divouezh an hini gentañ ha mouezhiet eben).
An doare distagañ: Da skwer, dre friadur, dre c'hwezhañ, h.a.
Al lec'h distagañ'': Da swker, gant an diweuz, gant an staon hag an teod, h.a.
An doare fonadur: Lâret e vez eo eo ur gensonenn divouezh pa son kerdenn ar vouezh ha mouezhiet pa na sonont ket.
An doare analañ: Doareoù disheñvel a zo da lakaat an aer da redek betek ar genoù evit distagañ sonennoù. Dre vras e vez kaset an aer gant ar skevent er-maez eus ar genoù pe ar fri (saoz. 'egressive pulmonic airstream mechanism'). Doreaoù analañ all a vez implijet evit distagañ sonennoù evel ar c'hlikoù.
An hirder: Bez' e c'hell ur gensonenn bezañ distaget berr, hir pe hir-tre. Pouezus-tre eo an diforc'h-mañ e meur a yezh, d.s. an arabeg hag ar finneg.
Tud 'zo a gomz ivez eus nerzh an distagadur oc'h ober gant an diforc'h fortis (evit ar re divouezh) ha lenis (evit ar re vouezhiet) met n'eo ket sklaer hag-eñ eo ken gwir-all ar perzh-se.
Peurliesañ eo trawalc'h ober gant ar tri ferzh kentañ a-us nemetken evit deskrivañ ur gensonenn, da skouer * a zo ur gensonenn dent stankus divouezh
Consonant | Konsonant | Konsonant | Consonant | Konsonanto | Consonante | Konsonantti | Consonne | עיצור | व्यंजन | Konsonan | Konsonanto | Samhljóð | Consonante | 子音 | 닿소리 | Kessonenn | Molelisi | Medeklinker | Konsonant | Konsonant | Spółgłoska | Consoante | Consoană | Konsonant | พยัญชนะ | Cossoune | 辅音
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Kensonenn".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world