Charlemagne2.jpg | Charlemagne and Pope Adrian I.jpg Karl Veur (742- Aachen, 28a viz Genver 814), anvet e galleg Charlemagne, e saozneg Charlemagne pe Charles the Great, en alamaneg Karl der Große, e latin Carolus Magnus, a voe roue ar Franked (771-814) hag impalaer Impalaeriezh ar C’hornôg (800-814). Sellet e vez outañ hiziv, koulz e Bro-C'hall hag en Alamagn, evel unan eus diazezourien pep hini eus ar broioù-se.
Mab henañ Pepin ar Berr e oa Karl ha ganet e oa bet, war a greder, d’ar 1añ a viz Ebrel 742. Met evit istorourien zo e vije bet kentoc’h e 747 pe e 748. Ren a reas war ar Franked war-lerc’h marv e vreur Karloman (771). Tagañ a reas al Lombarded annezet en hanternoz Italia (774). Gant ar brezel aloubidigezh-se e voe diskouezet e oa deuet galloud ar rouaned frank da vezañ bras : Karl Veur a gemeras an anv a roue al Lombarded. A-hed e vuhez e voe Karl-Veur o vrezeliañ. Aloubiñ a reas bro ar Saksoned en hanternoz Alamagn ha lakaat anezho da dreiñ da gristenien. Lakaat a reas, goude se, ar Friziz da sujañ hag aloubiñ a reas Panonia. Klask a reas aloubiñ Spagn, met ne voe ket trec’h a-enep ar vuzulmaned a oa eno. Dont a reas a-benn koulskoude da grouiñ un takad anvet Marca Hispanica (Marz Spagn), war an harzoù etre e impalaeriezh ha Spagn. En hevelep doare e klaskas aloubiñ Breizh ha dont a-benn da grouiñ Marz Breizh (789-790), un takad evit mirout ouzh ar Vretoned da vont pelloc’h er reter, ennañ broioù Naoned, Roazhon ha Gwened. Dindan beli ur c’hont e oa bet lakaet Marz Breizh. Unan anezho e voe Rolant, un niz da Garl Veur, bet lazhet e Roncevaux (771), pa oa armeoù an impalaer o klask aloubiñ Spagn.
Ken bras e oa deuet e zomani ma soñjas adsevel Impalaeriezh roman ar C’hornôg. Gant ar Pab e voe kurunet impalaer e Roma d’ar 25 a viz Kerzu 800. Adkrouet e oa, evel-se, an Impalaeriezh ar Garolingidi, war ar memes live hag impalaeriezh Bizantion ha Kalifelezh Baghdad.
Charlemagne.jpg, un delwenn eus an 18vet kantved ]]
Kenderc’hel a reas Karl Veur labour e dad evit kempenn mererezh ar vro. Eus Aachen, ma oa e gêr-benn, e veze renet an impalaeriezh gantañ. Kas a rae e pep rannvro un noblañs en e c’hourc’hemenn hag un eskob. En amzer Karl Veur e voe savet al lur, un unanenn voneiz hag un unanenn bouez. Rannet e oa al lur (moneiz) e 20 gwenneg ha rannet e oa pep gwenneg e 12 diner. Yezh pemdeziek Karl Veur e oa ar frankeg, ur yezh c’hermanek komzet gant ar Franked. Gouzout a rae latin hag un tamm gresianeg ivez. Un doare azginivelezh e voe mare e impalaeriezh. Ne ouie ket skrivañ gwall vat met desket en doa lenn ha broudañ a reas an dud da zeskiñ lenn en-dro dezhañ dre sevel skolioù en e balez. En e amzer e voe adskrivet dornskridoù latin, broudet e voe an arz (adeiladouriezh, lennegezh) ha liammoù kenwerzhel a voe gant broioù ar Reter nesañ.
Pa varvas Karl Veur, e 814, e voe douaret en iliz-veur Aachen. War e lerc’h e renas e vab, Loeiz an Devot, a oa bet kurunet e 813. Gant Karl Veur e oa kroget remziad ar Garlingiz.
Ar Priz Karl Veur a vez roet bep bloaz, e kêr Aachen, d’un den en deus kaset war-raok unvanidigezh Europa.
Carlomagno | Карл Велики | Carlemany | Karel Veliký | Siarlymaen | Karl den Store | Karl der Große | Καρλομάγνος | Charlemagne | Karolo la Granda | Carlomagno | Karl Suur | شارلمانی | Kaarle Suuri | Charlemagne | Karel de Grutte | Charlemagne | Carlomagno | קרל הגדול | Karlo Veliki | Nagy Károly | Karl la Granda | Karlamagnús | Carlomagno | カール大帝 | კარლოს დიდი | 카롤루스 대제 | Carolus Magnus | Karel de Groete | Karolis Didysis | Karl de Grote | Karel de Grote | Karl den store | Karl I av det tysk-romerske rike | Karol Wielki | Carlos Magno | Carol cel Mare | Карл Великий | Carlu Magnu | Charlemagne | Karol Veľký | Karel Veliki | Карло Велики | Karl den store | Карл І Великий | Tchårlumagne | קרל הגדול | 查理大帝
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Karl Veur".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world