Ergerzherien vreizhat | Ergerzherien Kanada | Tud | Ganedigezhioù 1491 | Marvioù 1557
Jakez Karter (31 a viz Kerzu 1491 - 19 a viz Genver 1557), pe Jacques Cartier evel ma reer anezhañ e galleg, a oa ur moraer eus Sant-Maloù a seller outañ evel unan eus ergerzherien vras reter Kanada.
En ur familh moraerien binvidik e oa bet ganet Jakez Karter e 1491. Dimeziñ a reas gant ur vaouez uhel he renkad, Catherine des Granches, a oa meur a lestr gant he zad.
Ne ouzer ket kalz tra diwar-benn temz-spered Karter, met sklaer eo e oa ur moraer barrek. Teir beaj a reas, mont ha dont, betek Kanada, dre vorioù dianav dezhañ ha dañjerus hep koll lestr ebet na martolod ebet estreget ar re a varvas gant ar c’hleñved. Neuze e c’heller lavaret e oa ur moraer eus an akuitañ, evit an amzer-se.
Douarañ a reas er pezh zo anvet bremañ Gaspé, e Kebek. Eno e savas ur groaz ha disklêriañ e reas e oa an douar-se da roue Bro-C’hall. E-pad e veaj e sammas gantañ daou eus mibien penn ur meuriad Indianed Donnacona, hag o c’has gantañ en-dro da Europa.
Etre miz Du 1535 ha miz Ebrel 1536 e voe skornet an dour er stêr hag al listri ne c’hellent ket fiñval alese. Ouzhpenn se e voe klañv tud Karter gant ar skorbud. Skrivañ a reas Karter en e zeizlevr, e miz C’hwevrer, ne oa ket dek den, diwar ar 110 a oa ac'hanomp, a oa yac’h a-walc’h da sikour ar re all. Klañv e oa an Indianed ivez, met digant unan anezho, Domagaya, unan eus an daou baotr yaouank a oa bet kaset gantañ da Vro-C’hall e klevas Karter e oa tu da bareañ gant dour diwar rusk ur seurt gwez a gaved tro-dro. Moarvat ez eo a-drugarez Domagaya hag e alioù e chomas bev 85 martolod e dibenn ar goañv.
E miz Mae 1536 e voe prest Karter da zistreiñ da Europa. Divizout a reas kas gantañ Donnacona, ar penn meuriad, evit ma kontfe eñ e-unan an doare eus ar vro, pelloc’h en hanternoz, a vije stank enni an aour hag ar madoù prizius all. Teir sizhun e voent war vor ha degouezhout e Sant-Maloù en-dro d’ar 15 a viz Gouere 1536.
Pevarzek miz e oa padet eil beaj Jakez Karter. Gouiziegezh en doa dastumet diwar-benn ar vro, he danvez, he madoù, ha pa vijent c’hwezhet pe dreistprizet gantañ a-wechoù. Klasket en doa kaout darempred gant an Indianed. Peadra evit ma c’hellfe ar C’hallaoued en em staliañ da vat eno.
Erruout a reas e Stadacona d’an 23 a viz Eost. En em staliañ a reas un tammig uheloc’h en aber, ha dilestrañ a reas an drevadennerien a oa deuet gantañ gant o chatal hag o holl vinvioù. Savet e voe ur c’hreñvlec’h, anvet Charlesbourg Royal, ha kroget da labourat an douar. An dud a zastumas mein, pa gave dezho e oant mein prizius (kouarz kammgemeret evit diamant…). Daou lestr a zistroas da Europa, d’an 2 a viz Gwengolo, gant ar mein didalvoud-se.
Jakez Karter, diouzh e du, a yeas pelloc’h gant listri all, da glask bro "Saguenay", ar vro binvidik a oa bet deskrivet dezhañ gant ar penn meuriad Donnacona. Met ne c’hellas ket mont pelloc’h eget Hochelaga, abalamour d’an amzer fall. Distreiñ a reas da Charlesbourg Royal. Eno ne oa ket gwall vat an darempred ken etre an Indianed hag annezidi ar c’hreñvlec’h. Nebeut a dra a ouzomp eus an doare ma tremenas ar goañvezh 1541-1542. War a seblant e voe taget ar c’hreñvlec’h gant an Indianed. Ar skorbud a rae e reuz en-dro ha daoust d’al louzoù a oa anavezet ganto bremañ e varvas lod eus an drevadennerien. Lakaet e voe an holl da lestrañ war an tri lestr a chome e miz Mezheven 1542 hag erruout a rejont en Europa e miz Here. Beaj diwezhañ Jakez Karter e oa bet.
Tremenvezh a reas ar peurrest eus e vuhez en e gêr c’henidik, Sant-Maloù. Mervel a reas d’ar 1añ a viz Gwengolo 1557. D’ar mare-se ne oa diazezet Europad ebet c’hoazh e Kanada. Ret e voe gortoz beaj Samuel de Champlain, e 1608.
Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | ז'ק קרטייה | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | ジャック・カルティエ | Iacobus Cartier | Žakas Kartjė | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Картье, Жак | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Жак Картије | Jacques Cartier | ชาก การ์ติเยร์ | Jacques Cartier | Jacques Cartier | Картьє Жак | 雅克·卡蒂亚
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Jakez Karter".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world