E fizik nukleel e vez graet izotopoù eus div furm eus un elfenn gimiek a zo dezho ar memes niver atomek, perzhioù kimiek tost heñvel, met ur mas atomek disheñvel.
En abeg d'ar c'hemm a zo etre kenaozioù nukleüsoù an atomoù e sav kemmoù fizikel etre izotopoù ur memes elfenn: digemm e chom atav an niver a brotonoù a glot gant e niver atomek Z; an niver a neutronoù N eo a zo disheñvel eus an eil izotop d'egile.
Aroueziet e vez an izotopoù gant o simbol kimiek, klokaet gant o niver mas A (kevatal da niver a nukleonoù an atom) lakaet en nec'h hag a-gleiz d'ar simbol.
Da skouer: izotop ar c'harbon, 14 e niver mas, a vez notet 14C.
Peurvuiañ e klokaer ar skrivad-se gant an niver atomek, lakaet en traoñ hag a-gleiz d'ar simbol, evit deskrivañ ur reaktadur kimiek a zo lodek un izotop enni.
Evel se e vez notet ar c'harbon 14 .
Peurheñvel eo perzhioù kimiek izotopoù ur memes elfenn peogwir emañ ar memes niver a elektronoù ganto.
Dre ma n'emañ ket ar memes niver a neutronoù en nukleüs eo disheñvel mas an atomoù avat. A-drugarez d'ar c'hemm mas atomek e c'heller dispartiañ izotopoù ur memes elfenn dre spektrometriezh vas pe dre santrifugadur, ha difediñ anezho evel se. Ouzhpenn se e c'hell an atom dont da vezañ distabil en abeg da genfeur an neutronoù en nukleüs: setu perak ez eus izotopoù a zo radioaktivel.
Gant ar c'harbon ez eus ur c'houblad izotopoù anavezet mat: ar pep brasañ eus ar c'harbon a vez kavet dindan stumm e izotop 12 e vas atomek (ar « c'harbon 12 »); a-hend-all e c'heller kavout kementadoù bihan-bihan eus an izotop 14 e vas atomek (ar « c'harbon 14 ») a zo peurheñvel a-fet kimiezh ouzh ar c'harbon 12 met radioaktivel eo avat. Rak en abeg d'an neutronoù ouzhpenn en nukleüs e teu an atom da vezañ distabil. Dizintegrañ a ra en ur reiñ nitrogen hag en ur embann ur skinadur beta.
Variañ a ra kenfeur an izotop stabil e-keñver an izotop distabil tra ma tro an amzer. War ar variadur-se eo diazezet an hentennoù deiziadur radioaktivel dre goubladoù izotopoù (an hini vrudetañ anezho eo hentenn an deiziadur dre ar c'harbon 14). Sur a-walc'h ez eo an implij pouezusañ a c'heller ober eus an izotopoù. Gant an dreserien izotopek ez eus un implij all anezho.
Isotoop | نظائر عناصر كيميائية | Изотоп | Isòtop | Izotop | Isotop | Isotop | Isotop | Isotope | Izotopo | Isótopo | Isotoop | ایزوتوپ | Isotooppi | Isotope | Isótopo | איזוטופ | Izotóp | Isotop | Samsæta | Isotopo | 同位体 | 동위 원소 | Izotopas | Изотоп | Isotop | Isotoop | Isotop | Isotop | Izotop | Isótopo | Izotop | Изотопы | Isotope | Izotop | Izotop | Изотоп | Isotop | ไอโซโทป | Isotope | İzotop | Ізотоп | Đồng vị | 同位素