|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Roll ar milvedoù | Roll ar C'hantvedoù | Sifroù roman
Padout a ra an IX milved kent JK eus ar bloaz -9000 betek ar bloaz -8001 e-barzh. N'emañ ket an deiziadoù-se da vezañ kemeret en o ster strizh rak n'eus deiziad ebet eus ar mare-se a c'hallfe bezañ istimet pizh a-walc'h.
Lodek eo an milved kent JK eus ar mezolitek, anezhañ ur marevezh tremen a ya eus an betek an neolitek, e-tro ar .
Lodek eo ivez an milved kent JK er paleolitek uhelañ zo ur marevezh eus ar ragistor a ya eus - 35 000 bloaz da - 7 500 bloaz kent JK gant steuzidigezh ar re ziwezhañ eus tud Cro-Magnon.
Bed – Dindan 10 milion emañ poblañs ar bed moarvat.
Darvoudoù
9 000 kt JK
- Reter-kreiz :
- Siria : plantet e vez edoù gouez en-dro da gêriadennoù (ed tuchennoù Taurus) war tachennoù bet prientet er-maez eus o biotop naturel.
- Mezopotamia : en em ledañ a ra ar gounit edoù fonnus war-du plaenennoù strujus an Eufrat gant ed dastumet war menezioù Zagros. Er c'hêriadennoù, kentañ saverezh deñved doñvaet; ar gloan avat ne vo ket implijet a-raok an .
- Savet ez eus ur santual natoufat war lec'hiad kozh Jericho, staliet e-kichen ur vammenn dihesk ha merket gant ur grugell.
- Sina : ac'hubet eo mougev Xianrendong evit ar wech kentañ (eus 9 000 kt JK betek 5 500 kt JK). E-touez an ostilhoù maen e kaver skraberioù, minaouedoù, begoù biroù ha treantoù. Ur staliadur hanterbadus eo a dalvez da boent loc'h evit ergerzhadegoù termenet.
- Mor Kreizdouar – Kregiñ a ra Mab-den da ac'hubiñ inizi ar mor Kreizdouar.
8 700 kt JK
8 500 kt JK
8 300 kt JK
8 300 kt JK
8 000 kt JK
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
8 000 kt JK
- Bed – Krediñ a reer e c'hallje bezañ bet eskemmoù kenwerzhel war ar butun etre Afrika ha Suamerika
- Eskemm madoù, kenaozadur teirventek ur reizhiad kontañ/renabliñ hag arc'hwel eskemm.
- An eskemm madoù a c'haller sellet outañ evel ouzh un deknologiezh brizhskrivañ kentañ.
- Mezopotamia – Labour-douar.
- Azia – Doñvaet ar pemoc'h e Sina ha Turkia
- Roudoù bet kavet eus doñvadur ar c'hi diwar ar bleiz
- E Sina, priajoù kentañ.
Emdroadurioù an endro
8 300 kt JK
- Europa : ur wech en em dennet ar skornegi eo laosket dizolo tiriadoù izel ec'hon-meurbet a vez beuzet-diveuzet; eno e tiorren plant ha spesadoù loenel nevez a vez aes o chaseal pe o dastum.
8 000 kt JK
- Bed – Sevel a ra live ar morioù
- Da get ez a ouzhpenn 40 milion a loened
- Dour-beuz war takadoù douar ec'hon-meurbet abalamour da ziskorn ar skornegi
- Antarktika – kregiñ a ra ar skornegi da deuziñ a-follennoù war hirdermen
- Azia – sevel a ra live ar morioù da-heul an tommañ hollek
- Norzhamerika – En em dennañ a ra ar skornegi hag e-tro -8000 eo diac'hub ar Wisconsin da vat.
Milvedoù | Mezolitek | Paleolitek | IXvet milved kt JK
9 хилядолетие пр.н.е. | 9. årtusinde f.Kr. | 9. Jahrtausend v. Chr. | 9η χιλιετία π.Χ. | 9th millennium BC | IX milenio adC | IXe millénaire av. J.-C. | I. e. 9. évezred | IX millennio a.C. | 紀元前9千年紀 | 9e millennium v. Chr. | IX tysiąclecie p.n.e. | Nono milénio a.C. | 9 тысячелетие до н. э. | 8000-talet f.Kr. (millennium) | கிமு 9வது ஆயிரவாண்டு | 8000مقم