An hachich zo ar péz vé gréet deuh ar roussin kanab. Dond a ra ar gér-mañ deuh sañset eus an arabeg حشّاشين (haššāšīn), ur sektenn muzulmed brudet evit deberiñ hachich. Heñvel eo ivez, dre degouez ouzh ar ger arabek حشيش "fouenn" (حشيش مخدر e vez lâret hachich en arabeg).
G’an dud a-hend-all vé implijet kals leshanoiou evid roi hano deusoutoñ:
An hachich zo on danno ha n’é ké naturel anahoñ, cheñchet é bét g’an dén ; tenned é deus ar hanab indian (cannabis sativa indica e latin). Abowe an amseriou koz-koz vé dib'et an hachich, on nëbeud grammou bép tôl ha var-dro deg gramm bemdé. Ban XIXved kantved vije poëted hag arzourien a-sort ga Arthur Rimbaud pe Paul Verlaine hag a blije dehe tranko hachich, med ar re-he a lake ouspenn da se an hachich mesk-ha-mesk g’an absint, péz so deñjerussoh evid ar yehed, anad dèh.
Bremë na vé ké dib'et kals kin an hachich ba broiou ar hornoweg, réd é goûd na oa ké kemeñ-se-se a d-THC a-rôg ha moien oa da zib'i anahoñ héb mon' da vhall, da-lâred-é zo bremë dek kwéch mugnoch a d-THC méd n’é ked ahe emà an dalh : N’ema ked an owr g’an dilerien var ar raden (d’ô soñj dreist-oll) ha gwell vé gate laka mesk-ha-mesk trow a-bép-sort zo toud g’an hachich, trow louz lïes gwéch : henné, koh kañval, produ evid skôta listri, dour Javel, ha kokaïn ral a véch evid lak’ an dud da brenë 'n-dro d’ar memes diler. Toud an trow-mañ a lak anahoñ childrenk ha blas fall gantoñ, dreist-oll evid an hachich a vé gréet tcherno deuz outoñ (berradur eus tchernobil mar’hat). An demz a zepant deus ar péz vé laket e-barz hag eu deuh orin an hachich : spegus pe dru, solut pe zéh. Hidi an dé vé butunet anahoñ kentoh mèm mod hag or zigaretenn (or vheuillenn pe zîw, pé mugnoh hoaz) pé ga or horn-butun (dre zour eu, pri poaz hemë, houarn, koad…)
Ar rousin kanab zo tennet deuz ar bleuniou a zo d’ar blantenn femellenn (na vé ked produet THC g’an treid mal).
Beuñyet é ar bleuniou barz or beñseliad trow chimik ha naturel. Méet é ha tomméet, a-zivar se e teu dë vé on toaz rouzdu pé du evid an afghan, solutâd a ra cherr yéna, sed péz a teu da vé an hachich.
A-blam ma vé fardet ha mesket ga trow lous e hell bé pistrius evid an dud. Evel zo bét lâred a-lus vé laked trow louz a-bep-sort zo toud ban hachich :
Diwallit, arabad drougveskë an hachich g’ar skuff
Bremañ vé stûiet an hachich ha gwèrzet anahoñ en doère plakennigou, lèwnennou pé belkadou heñvel deuh soavonètezou. Palised é êz a-wa'h ar produ ha ga-he zo moien d’an drafikerien koacho kementajou braz barz or lèh stumm bï'n.
Ar plakennigou a vé 'n-dro dèhe on tamm sellofan evid lak’ anahoñ chérret kloz, nag êr na dour barz. Laket é toud ba pakadennou all a-gu evid an drafikerien. Ba broiou lèh a vé herver ar lêzenn sort d’an Izelvroioù e vé kâet koñversiou spesialîset evid gwèrzë hachich. Bé zo eu bombajou dressa-pneu dèhe ur jichenn lem-laka a ro da ziskeugn kowt dow dal, fôss bokou Coca-Cola vé fardet anèhe eu evid ôr memestra ha kalz trow a-bép-sort zo toud hoaz.
O vé m’é devéret an hachich deuh ar hanab emè deuz ar mèmes lêzennèrez.
Rénket é an hachich ba tri rumm penna :
En eneb-kàer emà an hachich deuh ar marijuana, n’é ké naturel anahoñ. Ha dram-a-ze teu a-zivar da ze a-bep-sort efejou ha diêzamañchou gwéch a ve. Or barr-kren, hag or poan benn pistigus hag a hell digouèo pa vé tranket pé butunet trow fall. Skuiz-divi e teu da vé an nén a-zivarnehoñ. A-damm-da-damm 'n-om gustum ar horf deuh an hachich, ha deuz 12 gramm bép miz ’h a da beked 12 gramm bép z’hun. Bar vro vé gwèrzet sortou hachich louz ha pistrius evid an dud. N’eus ken méd an aïa hag an afghan hag a vefe « mad » méd maleüruzamant é réd dan nén mon'd ta beked ar Broiou-Izel evid taped krog barz. Herver or studïadenn bét renet ga Le Nouvel Observateur zo 70% deuh ar sortou hachich a zo bar vro hag a vefe n'enne or flakadig sustañsou pistrius evid an dud. Alïes goude bé 'n om vaget gozig méd ga hachich hed pad michou zo heller kouèo en diwaskadenn, énkrés hag anken pa’n-eus ked hachich kin ban ti hag é réd ‘ta foeta bro evid prenë on tamm shit ha n’é ked tcherno anahoñ.
Hašiš | Hash | Haschisch | Χασίς | Hashish | Haŝiŝo | حشیش | Hasis | Haschisch | Hashish | Hasch | Hasjiesj | Hasj | Haszysz | Haxixe | Гашиш | Hasch