Ar gouren a zo ur sport emgannañ a-zaou hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh. Ne c'heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a vez kavet e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (sell ouzh gouren breizhek) ha e ve meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.
Ar gouren libr a zo bet degemeret er C'hoarioù olimpek e 1901.
Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren pleustret e Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh hag e veze priziet gant Gresianed kozh p'en em gannent en noazh, met gwisket gant eoul olivez evit ma vefe diaes tapout izili ar gourener all.
Daou stil gouren a vez kavet : ar gouren gresian-ha-roman m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog el lodenn eus ar c'horf zo dindan ar gouriz hag ar gouren libr. Ouzhpenn-se e weler gourenoù m'eo difennet chom e gourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosat) hag darnvuiañ ar reoù all.
Peurliesañ e vez pleustret ar gourenoù gant amatourien. Ar broioù o deus kaset d'ar C'hoarioù olimpek ar c'hourenerien wellañ a zo bet Iran, ar Stadoù Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.
Lluita | Brydning | Ringen | Lukto | Sport wrestling | Lucha grecorromana | Gouren | האבקות (ספורט) | Lotta | レスリング | Worstelen | Zapasy | Lutas amadoras | Brottning | 摔跤