Douaroniezh | Douarbolitikerezh
An douarbolitikerezh a zo ur skiant, e-touez skiantoù an Den, savet er evit studiañ an etreober a gaver etre an douaroniezh hag ar politikerezh. An istor hag ar skiantoù kevredigezhel a zegas o savboentoù koulz ha div lodenn an douaroniezh, an douaroniezh fizikel hag douaroniezh an Den.
Krouerien an douarbolitikerezh
Ijinet eo bet an
termen gant an douaroniour svedat, Rudolph Kjellén, e dibenn an . E 1904 ec'h embannas ar Breizhveuriad Hallford John Mackinder un deorienn war vartezeadenn ar Galonvro (
Heartland e
saozneg). Ma’n em stailhfe ur
riez e-kreiz ur
c'hevandir a c'hellfe bevañ hep beli war ar mor ha chom trec'h war ar riezoù all. Er c'hontrol, an Amerikan, Alfred Thayer Mahan a bouezas war ar galloud war vor (
sea power) hag o deus bet koulz
Breizh-Veur en hag ar
Stadoù-Unanet er c'hantved war-lerc'h.
Tachennoù an douarbolitikerezh
Pa ziskenner eus an dachenn gevandirel betek ar perzhioù douaroniel ha denel a gaver e-barzh ar riezoù hag ar broioù, e veneger alies
Pouez an hentoù
Pa vez kavet hentoù nevez pe doareoù nevez evit dilerc'hiañ e c'hell kêrioù ha riezoù bras koll o birvidigezh.
Da skouer p'o doa kavet an Europiz an hent war vor evit mont da
Afrika ar Su ha d'ar
Reter pellañ eo bet diskaret ment ha pouez
Tombouctou ha
Samarkand e dibenn ar
Grennamzer.
Pouez ar gounezerezh
=
Gounezerezh an
ed a zo unan eus an oberezhioù a rastell ar muiañ arc'hant p'eo ar
bara hag ar c'hrampouezh ur
boued priziet-dreist. Pinvidigezh
Egipt kozh, galloud Rusia pa oa
Ukraina dindan he beli, galloud armerzhel ar Stadoù-Unanet tennet diouzh ar gounezerezh divent diorroet en o
flaenennoù meur a zo faktoù istorel eus ar re bouezusañ en Istor.
Renet eo ar gounezerezh gant an hin hag an dour. Un hin mat ha dourioù a ra ur riez pinvidik.
Pouez an torosennadur
Un
aridennad venezioù a zo a-bouez-kenañ :
- e keñver ar surentez : herzel a ra an alouberien
- e keñver an armerzh (gwechall): pa' veze diouer a vont-tre e c'helle ar riezoù staliañ ur gwir-treizh. Da skouer daouugentvdenn ar Galiaoù a veze paeet evit kas marc'hadourezh dre an Alpoù. Implijet e veze an arc'hant evit kempenn an hentoù roman kozh.
Geopolitik | Geopolitics | Geopolítica | Géopolitique | גאופוליטיקה | Geopolitika | 地政学 | Geopolitika | Geopolitiek | Geopolitikk | Geopolityka | Geopolítica | Geopolitică | Геополитика | Geopolitik | 地缘政治学