Ur yezh indez-ariek eo an diheveg (dhivehi ދިވެހި) komzet gant 300.000 den er Maldivez dreist-holl met ivez e Lakshadweep en India.
Diorreoet e oa bet an diheveg diwar ur gent-yezh voutin gant ar sinhaleg aet da get dtro-dro da 500 kent Jezuz.
Levezonet eo bet an diheveg gant meur a yezh all, en o zouez an arabeg dreist-holl met ivez ar sinhaleg, ar malayalameg, an hindeg, ar galleg, ar perseg, ar portugaleg hag ar saozneg.
Abalamaour ma vez komzet ar yezh war un tachenn ledan-tre, meur a rannyezh ec'h eus betek ma ne deu ket a-benn an tud da gompren tud eus lec'hioù all zo.
Implijet e vez liveoù yezh disheñvel hervez renk an dud ma vez komzet oute:
Skrivet e vez an diheveg a dehoù da gleiz gant ur skritur ispisial anvet Thaana.
Дхивехи | Dhivehi | ދިވެހި ބަސް | Dhivehi language | Dhivehi | Divehin kieli | Divehi | Bahasa Divehi | ディベヒ語 | 디베히어 | Bahasa Divehi | Divehi | Dhivehi | Język malediwski | ภาษาดิเวฮิ | 迪维希语