article

Bro-C'hall | Frañs | Riez Europa | Riez

République Française
Flag_of_France.svg France_coa.png
(Banniel Bro-C'hall) (Skoed-ardamez Bro-C'hall)
LocationFrance.png
Kan broadel La Marseillaise Yezh ofisiel Galleg Kêr-benn Pariz Gorread
-En holl
-% dour
675 417 km²
0.26% Poblañs
-Hollad
-Stankder ar boblañs
63 213 894 (2005)
93.59/km² PrezidañtJacques Chirac Kentañ ministrDominique de Villepin Gouel broadel 14 a viz Gouere MoneizEuro (€) Kod pellgomz33 Kod war ar c'henwiad.fr

Bro-C'hall a zo ur riez hag emañ he ziriad metropolek en Europa ar c'hornôg. Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved. Anvet e vez Frañs ivez diwar hec'h anv nann-ofisiel hag eo bet re ar rouantelezhioù kozh (Royaume de France goude bezañ bet Rouantelezh ar Franked). En Henamzer e veze graet Galia eus he ziriad, met e Galia gozh e oa Belgia, kornôg Alamagn, Suis hag hanternoz Italia.
Ar République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel. Bet eo bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Chom a ra stag outi meur a diriad strewet er bed a-bezh : departamantoù ha tiriadoù tramor.

Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an Euro hag eus Emglev Schengen eo. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.

Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet. Ur galloud nukleel eo.

Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar Geodedourien 1789. Ar Marseillaise eo kan broadel Bro-C’hall.

An anv, Frañs ha Bro-C'hall


Ar ger "Frañs" a zeu eus ar galleg "France". Hemañ zo deuet eus latin ar Grennamzer "Francia", hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h".
An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ (dre vras), gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia. Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ "France" e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl.
Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren.

Douaroniezh


France cities.png

Emañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh se e teu liesseurtegezh ar maezioù hag ar gweledvaoù.

Savidigezh an torosennadur

Diwar bebeiladur savadigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :
  • En Amzervezh kentañ en em sav ar menezioù herkiniat, uhel-kenañ, diwar oberezh ar menezioù-tan. Diouzh ober ar c'hrignerezh eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañ argompezennoù.
  • En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
  • En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an Alpoù hag ar Pireneoù) ken ez a ar gouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
  • Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet traoñiennoù 'zo ha krouet meur a lenn, lenn ar Bourget, lenn Annecy ha lenn Jeneva ar brasañ anezho.

Istor


Istor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843. Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs.
Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e - ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e zeuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.

Yezhoù


Langues de la France1.gif Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset. A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...

Frankryk | Frankreich | Franzia | Francland | فرنسا | Francia | Францыя | Франция | Francuska | França | Francia | Francie | Франци | Ffrainc | Frankrig | Frankreich | Γαλλία | France | Francio | Francia | Prantsusmaa | Frantzia | فرانسه | Ranska | Prantsusmaa | France | France | Frankryk | An Fhrainc | An Fhraing | Francia - France | ફ્રાઁસ | צרפת | फ़्राँस | Francuska | Frans | Franciaország | Ֆրանսիա | Francia | Perancis | Francia | Francia | Frakkland | Francia | フランス | fasygu'e | საფრანგეთი | ಪ್ರಾಂಸ್ | 프랑스 | फ्रांस | Fransa | Pow Frynk | Francia | Fransia | Frankräich | Frankriek | Falansia | Prancūzija | Francija | Frantsa | Франција | Франц улс | फ्रांस | Perancis | France | Frankriek | Fraankriek | Frankrijk | Frankrike | Frankrike | France | França | Франц | Francja | فرانسه | França | Frantscha | Franchiya | Franţa | Франция | फ्रांस | Frantza | Francia | Fraunce | France | Francúzsko | Francija | Franca | Француска | France | Frankrike | பிரான்ஸ் | Fransa | ประเทศฝรั่งเศส | Pransya | Pranis | Fransa | فرانسىيە | Франція | فرانس | Pháp | פֿראַנקרײַך | 法国 | Hoat-kok | 法國

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Bro-C'hall".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld