article

Breizh
banniel_breizh_bihan.png
(Ar Gwenn ha Du)
Ger-ardamez : Kentoc’h mervel eget bezañ saotret
Yezhoù komzet Brezhoneg, Gallaoueg, Galleg Kêr-benn Roazhon Prezidant rannvro BreizhJean-Yves an Drian Kan broadel Bro Gozh Ma Zadoù

Breizh a zo anezhi ur vroad istorel europat. Ur vro geltiek eo. Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar a-raok bezañ enframmet e rouantelezh bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep da arme Bro-C'hall war dachenn emgann Sant Albin-an-Hiliber e 1488. Chomet eo Breizh emren betek dibenn an a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an dispac'h gall a grouas an departamantoù. Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit darn.

Evit an deizioù eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel. Unan anezho anvet rannvro Breizh a vod peder pemvedenn eus ar vro (kêr-benn Roazhon), eben Broioù-al-Liger zo bodet enni departamant breizhek Liger-Atlantel ha departamantoù gall (Sarthe, Maine-et-Loire, Vañde, Mayenne). E Breizh (Naoned) emañ kêr-benn Broioù-al-Liger ivez.

Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ, hag all), he yezh (ar brezhoneg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.

Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e penn kornôgañ Europa war un tiriad strategel-kenañ, etre Mor Breizh hag ar Mor Atlantel, adal da gevandir Amerika.

Istor


Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ e Europa e mare diskar an Impalaeriezh roman, met e kaver roudoù niverus obererezh an Den a zo bet kavet e takadoù tostañ an où ha war an inizi peurvuiañ.

Douaroniezh


Div bastell-vro vras zo e Breizh : Gorre-Breizh (Breizh-Uhel) ha Goueled-Breizh (Breizh-Izel).

Yezh


Lennegezh Breizh

Rannvro Breizh


Ul logo nevez zo bet krouet gant ar rannvro e 2005 : Rannvro_breizh.png

Gwelet ivez


Breizh | Bretagne Bretaña Llydaw Bretagne Bretagne Bretagne Brittany Bretaña Bretonio Bretagne_historique A' Bhreatainn Bheag Bretagna ბრეტანი Breten Vyghan Britannia minor Bretagne ブルターニュ地域圏 Bretania Bretanha Bretagne 布列塔尼

 

This article is licensed under the GNU Free Documentation License. It uses material from the "Breizh".

Home Pageartsbusinesscomputersgameshealthhospitalshomekids & teensnewsphysiciansrecreationreferenceregionalscienceshoppingsocietysportsworld