An Alpoù a zo un aradennad menezioù a gaver e Europa, o en em ledanañ war harzoù Italia an Hanternoz, e gevred Bro-C'hall, e Suis, e Liechtenstein, e Aostria, e Su Alamagn hag e Slovenia.
Emann uhelañ barr an Alpoù e beg ar Menez-Gwenn dezhañ uhelded 4 808 metr, war harzoù Bro-C'hall hag Italia. Kontet eo bet 128 pikernioù ouzhpenn 4 000 metr o uhelded. Kalz a odeoù etre an traoñiennoù a zo muioc'h eget 2000 metr o uhelded.
Deuet eo an tud evit ober o annez en Alpoù e dibenn maksimum ar skornadenn vras, 15 000 bloaz 'zo. Ar gern skornet divent a goloe an takad a ya da deuziñ...
E teir lodenn e kustumer rannañ an Alpoù : Alpoù ar C'hornog (eus ar Mor Kreizdouar betek ar Menez-Gwenn), an Alpoù kreiz (eus Traoñienn Aosta betek ar Brenner) hag Alpoù ar Reter (eus ar Brenner betek Slovenia).
Alpe | Alpen | ألب | Алпи | Alps | Alpy | Alperne | Alpen | Άλπεις | Alps | Alpoj | Alpes | Alpid | Alpeak | Alpit | Alpes | Sliabh Alpa | הרי האלפים | Alpe | Alpok | Alpafjöll | Alpi | アルプス山脈 | 알프스 산맥 | Alpes | Alpės | Alpen | Alpane | Alpene | Alpy | Alpes | Alpi | Альпы | Alpi | Alpe | Alps | Alpy | Alpe | Алпи | Alperna | เทือกเขาแอลป์ | Alpler | Альпи | Alps | 阿尔卑斯山