Sistemoù-skritur alfabetek | Doare-skrivañ | Lizherennegoù
Latin letter A with ring above.png
Ul lizherenn latin eo Å, å implijet evit skrivañ ar vogalenn distaget /ɔ/ pa vez berr ha /oː/ pa vez hir er yezhoù skandinavek dresit-holl, da lâret eo svedeg, daneg norvegeg. Skrivet e vez á evit ar son-mañ e faeroeg hag en islandeg.
Kavet e vez ivez evit skrivañ ar yezhoù samiek diwar levezon ar yezhoù skandinavek.
Diorroet e oa bet ar ront a-us d'an a diwar ar fed ma veze implijet daou a evit skrivañ ar son-mañ, an eil bihanoc'h a-us d'egile. Bez' e c'heller skrivañ c'hoazh aa mar bez ezhomm, evit abegoù teknikel da skwer.
Lizherenn diwezhañ al lizherenneg an hini eo e daneg ha norvegeg, met e svedeg e vez renket war-lerc'h Z met a-raok Ä hag Ö.
Kavet e vez al lizherenn-mañ en un nebeut yezhoù all ivez en tu-hont da Skandinavia:
E penn-kentañ an XXvet Kantved e krogas an dud da implijout al lizherenn-mañ ivez evit skrivañ ur son heñvel-tre kavet e rannyezhoù wallonek ar reter resis zo ha war-lerc'h e teuas da vezañ implijet evit holl rannyezhoù ar reter gant tri doare-distagañ disheñvel hervez al lec'h. Bremañ e vez implijet gant reizhskrivadur dreistrannyezhel ar walloneg unvan.
Implijout a ra an istrezromaneg an hevelep lizherennoù latin evit ar roumaneg gant teir lizherenn ouzhpenn: å, ľ and ń, pa dalvez al lizherenn 'å evit skrivañ ur son tost da *.
Implijet e evz ivez e Tchamorreg (chamorro).
Å | Å (lletra) | Å (bogstav) | Å | Å (letra) | Å | Å (lettre) | Å (lettera) | Å (letter) | Å | Å (bokstav) | Å | Å | Å | Å | Å (lete) | Å
This article is licensed under the GNU Free Documentation License.
It uses material from the
"Å (lizherenn)".
Home Page • arts • business • computers • games • health • hospitals • home • kids & teens • news • physicians • recreation• reference • regional • science • shopping • society • sports • world